heoliet ar c’hrec’hiennou, rak er maeziou frank, a-gevret gand an dud yac’h ha glan, e ra an dêvi (doueed) o annez ha mibien ha merc’hed an dêvi. D’an divrôad o tremen, hag oc’h azgoulenn diganeoc’h boued ha bod, roït herberc’h an doueed, herberc’hiadur eun nozvez hag eun devez, herberc’hiadur teir nozvez ha tri devez, herberc’hiadur nao nozvez ha nao devez. Diskit digantan kement a ve mat d’eoc’h da c’houzout, nemet na c’houzanvit biken e teufe unan a ouenn diavêziek d’ober e annez ouz hoc’h oaled, en ho kêriadenn, war ho touar ! Na roït d’ezan na saout, na parkou, na mein d’ober eun oaled ! Na roït d’ezan da bried nag ho c’hoar, nag ho merc’h, nag ho karez, ha na aotreït ket e veskfe e wad gant hoc’h hini, e trofe da fall an dud yaouank dre brezegennou ha largenteziou, e savfe e vouez e kuzuilhadegou an tiegez, e bodadegou ar boblad. Ha ma c’hoarvezfe gant hini pe hini ac’hanoc’h terri ar gourc’hemennou-ze, ra vo harluet pell diouzoc’h, ra vo argaset er-maez eus tachenn ar vuhez ! Milliget ra vezo e ano ! Liammet e izili ouz e gorf, ra vo taolet er flammou ha pulluc’het ! Ra vo stlabezet al ludu anezan, beuzet er fank, strewet d’ar peder avel !
« Ha setu aman ger da roue, taro ar C’huz-heol. Terridigez al lezenn a-berz unan a zigaso, bep taol, kastizidigez unan. Terridigez al lezenn a-berz meur a hini, avat, pe aberz ar vrôad a-bez, a denno war he heul ar c’hastiz-man : kollou, kanvou, krenou-douar, dour-beuz, bosenn war dud ha loened, brezeliou-koll, gwaskerez estren, ha, d’an diweza, dismantr ha maro ar vrôad, dilignezadur ha steuziadur ar ouenn [1]. »
- ↑ Difreterez diboell, hag all, Notennou, V (kenta mouladur), p. 15, (eil mouladur) p. 23. Kehelidigez ar vuoc’h, an ejen hag ar marc’h gand an Arianed, Zaborowiki, Peuples aryens, p. 269-71, 390-4. Ar Marc’h a red a-raog an heol, Déchelette, Manuel, II, kenta lodenn, p. 414 (skeudenn) ; Gaidoz, Dieu gaulois du soleil, p. 10. Bout trugarezus ha gwarezus d’ar merc’hed ha d’ar vugale, Notennou, XI, p. 41-2. Bout skorus d’ar re wasket, ibid, p. 40, 63. Laza ar vugale glanvidik, Ploutarkhos, Lukurgos, 31. C’hoariou-ouesk pemdeziek, Notennou, V (eil mouladur), p. 25-6. Nêtadurez, kibelladennou, kouronkadennou pemdeziek gant Kelted an Hen-amzer, Breiziz hag Iwerzoniz ar Grenn-amzer, Notennou, XI. p. 16-7 ; gant poblou-all Hanternoz an Europ, Germaned, Slaved ha Finlandiz, Kezar, Commentarii, VI, 21 ; Carré, Le Moyen-Age (Paris, 1894), p. 173 ; Quatrefages. Hommes fossiles et hommes sauvages, p. 600-1, 609-10. Kouronka pe gibella a-gevret (paotred ha merc’hed) a veze graet alïes-kaer ha dre-holl e Bro-C’hall er Grenn-amzer. Kaset da get e voe ar voaz-se dre levezon dizivoud-meur an hugunoded hag eneb-dizivoud ar gatoliked. Rev. archeol., 1914. p. 287-8. Kasoni ouz ar c’hêriou bras, Kezar, VI, 30 ; Polubios, II, 17 ; Rev. celt., 1909. p. 48, II. 4. Kastiza dre an tan, Kezar, VI. 16 ; Strabon, IV, 4, 5 ; Diodoros, V, 32, 6.