Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/52

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 53 —

Ar re-ze eo mammenn ha doare al lezennou brudet anavezet dre an ano a Lezennou Belios, hag a zo bet tremenet a-rumm-da-rumm, adaleg Ariomanos betek hizio, gant Volked an Erkunia, Nerved an Arduinna, ha meur a boblad all a Geltia. A-youl e vije bet selaouet kelenn an doue, hon Tad, ha na vije ket bet da gastiza, en hon touez, nemet an dorridigez a-berz unan ! Rak, keit ha m’eo bet heuliet striz al lezennou-ze gand an darnvuia, he devoe hor gouenn en he rann eun eurvad dispar !


Dezrevell ar C’havadennou.


Etre mibien, gourvibien ha diskennidi nes-pe-nesoc’h Manos ha Bena meur a hini a voe a savas dreist d’ar re-all dre o meiz, o enklaskou, an eveziadennou a rejont hag ar c’havadennou a zeuas da heul. Evel-se, Ariomanos, eveziet gantan al louzaouennou gouez o kriski e frankizennou bro an Hanv, a anavezas ar re a zo danvez-boued en had anezo, talvoudus dre ze da vab-den o gounit : an heiz, ar mell, ar c’herc’h, ar segal. Ijinet e voe gantan ar bigell, hag hen eo a rogas, ar c’henta, tonnenn c’hlas an douar gant beg kroumm e venveg, hag a fizias en irvi an had, an edenn veur, magadur an doueed, an heizenn, a vez diwarni gwazed krenv ha kadarn, merc’hed kenedek ha fur. Ariomanos eo a eostas kenta trevad heiz taolet gant douar-stuz, ha kenta park aret e voe an hini a zigoras-hen e Manoialos (frankizenn Manos) [1].

  1. Kembraeg ial « frankizenn ».