Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/55

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 56 —

E vab Veriugodumnos eo, avat, a zonveas hag a bleustras darn eus al loened a oa bet paket evel-se. Evesaat a reas ouz ar gouennou a zeuje diouto brasa talvoudegez da vab-den el labouriou-kêr pe er brezel, hag e voazas anezo da senti ouz mouez pe jestr ha da boelladi war labouriou a bep doare dindan e renadur. Ar c’henta loened bet donvaet evel-se gant Veriugodumnos e voe ar c’hi, ar maout-tourc’h, ar c’hole-taro ha marc’h gouez ar c’hoadou. Nemet diwar-benn ar c’hi ez eus dael, dre ma talc’h da wir hiniennou ez oa bet embreget ha desket, kent ganedigez Veriugodumnos, gand an eontr d’ezan Selgova, a rae gand ar c’hi evit hemolc’hi loened.

Veriugodumnos c’hoaz end-eeun eo a stummas ar genta yeo, ar c’henta re rojou, ar c’henta karr [1]. Kenta yeoad oc’hen, o vac’ha pounner an douar, a luskas war raok eur c’harr war ziou rod, e voe an hini a voe staget gant Veriugodumnos ouz Brikkon, ar c’harr briz en doa frammet e Karbantoialos (« frankizenn ar c’harr »).

Tigernomagalos-hen, eus navet rummad gourvibien Ariomanos, a evezias ouz ar mein a-stlabez war c’horre an douar e rannou-zo eus ar vro pe e naoz ar stêriou. O dastum a eure ha studia ar perziou anezo. Hen eo a savas ar genta forniez-teuzi-metalou hag a ijinas ar c’henta teuzlestr [2]. Ar c’henta eus holl ziskennidi Vanos, e teuzas aour hag e labouras kouevr. Neuze eo e voe morzoliet ar genta bouc’hal vetal hag ar c’henta gourgleze, rak, kent Tigernomagalos, ne rae an dud o armou-brezel pe hemolc’h nemet gant danveziou prenn, askourn, korn pe vaen. Tigernomagalos a gavas ouspenn an alar digilhor, ma stagas outan, d’e denna, an danvad da genta ha, goude, an ejen hag ar marc’h. Daou vab en devoe ker brudet ha ker brudet o-daou, Omios ha Nemetos. Omios a gavadennas teuzi kouevr ha staen a-gemmesk, ha diwar an ano anezan eo ez

  1. Ver-, brezoneg gour- ; iugo-, brezoneg yeo ; dumnos « doun, galloudek », D’Arbois, Noms gaulois, p. 60-1. Veriugodumnos a zo eun doue henvelekaet ouz Apollo.
  2. Cf. Joyce, Social History, I, p. 69. Tigerno-, brezoneg tiern ; magalos, brezoneg mell « pikol, bras ».