Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/56

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 57 —

anvomp omion kemmeskadur an daou vetal [1]. Gand ar c’hendeuzadur-ze eo e reas, ouspenn, ar c’henta kleze. Nemetos-hen a savadennas ar c’henta santualou a reer anezo nemeta. Urzia ar velegiez a reas ha kenaoza reolennou an azeulerez d’an doueed. Hen eo, gand e vab Gessis [2], a savas ar c’henta pedennou, ar c’henta garmou-hud, ar c’henta kanennou sakr. Hen eo ivez, gand e vab Medios, a enaouas kenta tantad sakr a gement a voe bet c’houezet gant mabden biskoaz war eur grec’hienn, da guz-heol, e nozvez kenta Samos. Flamma a reas war lein ar grec’hienn-greiz, war vegel bro-Vanos ; ha skedi e tenvalijenn an noz evid eurvad ha levenez an dud, frealz ha kennerz an doueed. Rak, eus an tantad-meur-ze, evel eus mouêl eur rod nao-skinek, en em vannas neuze dre holl zouar Manos an nao penn-vennoz : frouezusted douar, yec’hed chatal, krenvder gwazed, kened merc’hed, paoted vugale, hinon amzer, distan glao, puilhded eien, gwrez heol [3].


Gweladennou Lugus ha Belisama da zouar Manos [4].


Evel se eo e vez dezrevellet gand eun nebeut danevellourien diwar-benn ar c’havadennou ha penn-derou hor sevenadurez. Nemet, kalz a zo hag a lavar, ar gwirhenvel ken-

  1. Omion, iwerzoneg ume « kouevr, arem », hen-gembraeg emid, kembraeg breman efydd.
  2. Iwerzoneg geis « pedenn, strobinell », D’Arbois, Etudes grammaticales, p. 35*.
  3. Medios, iwerzoneg Mide « kreiz >. Cf. Rev. des ét. anc., 1915, p. 201.
  4. War an doue iwerzonek Lug (hen-geltieg Lugus) hevelebekaet ouz Mereurius inventor omnium artium (kavadennour an holl arzou) war Gezar, ouz Mereurius viator (beajour), cultor (sevenaer) war enskrivaduriou ar marevez kelt-ha-roman, sellout D’Arbois de Jubainville, Le Cycle mythologique irlandais et la mythologie celtique (1881), pp. 136-139, 174-180 ; Les Celtes depuis les temps les plus anciens (1904), pp 39-45. A-eneb d’an hevelebekaat, Jullian, Histoire de la Gaule, II. pp. 118-122, ha noten 2 p. 118. War Belisama. hevelebekaet ouz Minerva, sellout Jullian, op. cit., pp. 122-123.