Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/57

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 58 —

toc’h e-tu ganto, n’oa ket mibien ha gourvibien Vanos emoun o paouez envel, ez wirion, kavadennourien, kelennet ma ’z oant bet war ar binviou hag an troiou-micheriou a greder a voe kavet ganto, kerkouls ha war reolennou an azeulerez hag ar pedennou, e kerz emweladennou ha kenprezeg bet etrezo ha krouadurien a zo eus gouenn an doueed. War a leveront, daou vugel uhel eus meuriad gwenvidik ar re-Zivarvel, an daou ma sked evel regez-tan ar c’huchennadou-bleo lugernus anezo e-kreiz bodad an doueed e Dêvobriga (krenvlec’h an doueed), — anvet em eus Lugus ha Belisama, — a weladennas meur a wech diskennidi Manos ha Bena en o c’hoadou, hag o c’helennas war veur a dra. Diouz mennad Dis Atir : ma teuje ar ouenn en doa bet digand Adaqi da veza an desketa hag ar genta e pep tra, e reas Lugus ha Belisama an ergerzadennou-ze dre zervennegou Manos.

Lugus, war a zezrevell an danevellourien, eo a gelennas mab Manos (Ariomanos) war ar gounit-douar, an hada ha medi trevadou. Krouadur illur Kênos eo a zeskas Morimanos, Katumanos, Togodumnos, Anavogenos, Selgova, Selvanos, Veriugodumnos, Tigernomagalos hag an daou vab anezan, da gleuza bigi ha mordeï, framma tïez, kilvizia kirri, damesaat loened gouez, pledi war-dro chatal, dioren gwenan, stumma ruskennou, oberia binviou sonerez, klaoiou-emgann, klaoiou-hemolc’h, arouezintiou-brezel ha skouedou, teuzi ha labourat aour, kouevr hag arem. Diskuilha a reas d’ezo ar reolennou a zo da heulia e savidigez ar santualou, hag ar pedennou nerzusa, ar re a vez teneraet ganto kalon an doueed, ar re a dorr war o droukrans, a c’hounez o c’harantez hag a ra anezo keneiled wirion ha holl-c’halloudus mab-den.

O deski a reas da givija ha galfrezi ler, da ober arc’henadou, gwestennou-kezeg, dibrou. O terc’hel etre e zaouarn-doue ar maout-tourc’h trôellennek e gerniou, mab illur Kênos [1] a ziskouezas d’an dud penaos e vez touzet ar c’hreonvad gloan ha penaos gand an neud diouz ar gloan e

  1. Iwerzoneg Ciati « Pell », D’Arbois, Cycle, p. 175, 373 ; Rhys, Celtic Heathendom, p. 390-1.