vez graet mezer. O digas a reas gantan e-kreiz ar c’hoad ha rei da anaout d’ezo ar gwez, hag ivez al louzeier yec’hedus, dre ziskleria an dalvoudegez anezo ha penaos ober ganto da barea klenvedou ha goulïou, da argas drouk-speredou, da derri hud ha strobinellou. Al louzaouennou gweüs a ziskouezas d’ezo ouspenn, hag ar re a ro al livadennou ruz, glas, glas-ruz, liou-limestra, gwer, melen, gwenn ; diski a reas d’ezo tenna eus ar wrizienn, ar gorzenn pe an deliou an danvez livus hag e intra er gwiadennou. O boaza a reas d’ober gand ar brageier, ha gand an doneg vilginek ha kougoulek evid ar goanv. Diwar gelenn Lugus e voe strollet kenta stern gwiader. Kent an donedigez anezan ne ouie an dud na gwia na livadenni danvez ; n’o doa ken dilhad nemet krec’hin al loened a lazent en hemolc’h. N’o doa na brageier hir na re verr, na tonegou milginek ha kougoulek, nag arc’henadou prenn pe ler. Diskabell o fenn, noaz o divrec’h hag o divesker ez aent, paotred ha merc’hed, ha diarc’hen e kerzent.
E keit ha ma teske Lugus an holl draou-ze da vibien nerzek Manos, a lavar ouspenn an danevellourien ma reomp meneg aman, Belisama a gentelie ar c’hoarezed penn-koant anezo. Kelennet e voent gand an doueez ouiziek war neza, kemena danvez-dilhad, gwriat, penselia, brouda. Diskuilha a reas d’ezo penaos ober gand ar vreo, ar c’hrouer, an tamoez. O deski a reas da graza greun, da veza toaz, da aoza yod, da zanzen ha da bobi bara, d’ober amann ha keuz.
Hervez an danevellourien-ze end-eeun e teue bep seiz vloaz reiz-mat Lugus ha Belisama da weladenni gouenn Vanos. Seiz-ugent a vije bet eus ar gweladennou-ze. Setu aman a zezreveller diwar o fenn. Dre ma nesae deiz donedigez an doue hag an doueez e save darbaradeg dre ar vro. Er c’hêriadennou hag en diabarz an tiez e veze pep tra netaet penn-da-benn, kempennet hag aozet a-nevez-flamm. Derc’hent an donedigez en em skigne ar baotred hag ar mer-