c’hed yaouank dre ar c’hoadou da guntuilh barrou-glas ha da zastum bleuniou muia ma c’hallent. Goude-ze, e vanent en o sav a-hed an hent ma tlee an digemeridi a c’hortozed tremen drezan, e-keit ha ma ’z ae ar peb-all eus ar bobl, en o fenn ar renerien hag an henaourien anezo, beteg eul lec’h a raed anezan Gortozva « lec’h ar gortoz ». Ar wezeg, el lec’h-ze, trouc’het-krenn ma ’z oa diouz tu ar Sav-heol, a geje gand eur gompezenn digoad, golôet war-hed gwel a hir-c’heot. A-dal ma ’z ae an heol da guz edo pobl Vanos a-bez grounnet el lec’h-ze a-hed bevenn ar c’hoad. En hevelep pred e tigoueze dalc’hmat ar c’houblad doueel, hag ivez en hevelep doare. Bez’ e oa a-dreuz d’ar gompezenn war-du ar sav-heol-hanv eur wenodenn kalemarc’het-stank ha ledan a-walc’h da rei tremen da zaou zen skoaz-ha-skoaz. Kerkent ha ma teue kenta skleur an tarz-deiz da c’houlaoui an oabl e weled o sevel en dremmwel, dre greiz al lusenn-veure, daou spez ramzel ha skedus, hag int oc’h enraokaat a gammedou bras. Seul ma nesaent e verrae ar vent hag al luc’h anezo, betek dont dizale, ouz sellou an dud, d’eur paotr yaouank ha d’eur plac’h yaouank mentet-uhel, dremmet-glas, eur marz ar gened anezo gant o bleo rodellek a sked gand an aour-teuz pe ar regez-tan.
Fromet war eun dro gand al levenez ha gand an doujans, e pennline mibien Vanos hag ec’h astennent o divrec’h, palv o daouarn savet-digor etrezeg an herberc’hidi-veur o tigouezout en o zouez. A-drenv d’ezo ar merc’hed en o sav, kroaziet o arzourniou en o askre hag o daouarn ouz o bronn-vrusk, a souble d’an douar o fennou melen-mell. Glanded, gouiziegez ha kened ar Breur hag ar C’hoar a veze merzet an nerz anezo, a-bell evel a-nes, betek gand an distera hag ar gouesa krouaduriou. An hir-c’heotennou, dre ma ’z aent ebiou, a stoue, ha, dambleget o c’horzennou, e trôe outo ar bleunvennou o c’hurunennou lorc’hek. Dre vouda o mouez e save laz-kana ar gwenan hag an evned eur vouskanadeg kompez-flour ha c’houek-dispar. E kement lec’h bennak ma vijent, loened gouez douar Manos, kirvi, kezeg, tirvi, a drôe diwar o c’harnou da sellout war-du an daou zen-doue. Pleget o diouhar-araok e taoulinent el letonenn hag, o c’houzouga, e sellent ouz an nenv e-stumm azeulerien.