Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/61

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 62 —

flamm pe a verved e kaoteriou arem, e listri kouevr. Ar wazed, ganto skouedou, bouc’hili ha goafiou, a embrege gand ar c’horolladennou sakr war ar c’hlazenn en-dro d’an ti. Ar merc’hed bleo-melen, a c’hournijelle ganto o skerbou lin tano hag a stirlinke gwalennou o divrec’hiou gwenn hag o uferniou-treid [1], keit ha ma trôellent ha ma lamment, skanv evel yourc’hezed, war al leton ouz gwrimenn ar wezeg c’hlas.


Trôad an doueed.


Seiz devez war o hed dibaouez-kaer e pade ar banvez, ar c’hoari, ar c’han hag ar c’horoll. Goude, e stage an doue hag an doueez gand o c’henteliou. Da genta, e teue an holl, ken gwazed ken maouezed, da lakaat a-wel dirazo an taoliou-micher o doa kaset da benn er seizvedad-bloaziou o paouez tremen, pep-hini en e stad-vicher e-unan. Ar garrerien a zigase o brava karr, ar wiaderien a zisplege o gwella gwiad, ar brouderezed a ziskoueze o c’haera broudereziou, hag evel-se gand ar re all ivez. An doueed a varne ar peziou-labour, a ranne d’al labourerien meuleudi pe ziveuleudi, hag a rôe kelenn diouz ma kavent tro d’hen ober. Pelloc’h, o sevel adarre war o c’harr, e stagent gand o ergerzadenn dre zouar Manos, o weladenni pep kêriadenn, oc’h eeuna ar c’hamm-voaziou, o kentelia war ar strujusa stuzia-douar, war ar frouezusa maga-loened, hag o verka ar gwellaênnou o tereout ouz pep gra. En gortoz eus an drôad-ze eo e oa bet an holl dïez netaet penn-da-benn, aozet, adfichet a-nevez-flamm, kaeraet gant barrou glas ha bleuniou. Adsavet e oa bet ar c’haeliou, nevesaet an tôennou kolo pe raoskl, adlivet bannou ha gouryeo an doriou hag addremmet ar c’hizelladuriou anezo. Betek rimia an treustou-diabarz ez aent, pa veze outo duad gant moged an oaled. Distrewet e

  1. Diwar-benn ar gwalinier-gar gand ar Gelted e marevez an arem, sellout Déchelette, Manuel, Age du Bronze, pp. 310-316. Diwar-benn ar skerbou lin, Notennou diwar-benn ar Gelted koz, seizet pennad (An Oriant, 1913), p. 38, notenn 1.