e oa an amzerveziad ma vane Lugus ha Belisama e-touez pobl Manos. Hag e veze graet d’ezo war o c’himiad hevelep lidou ha p’edont o tigouezout.
Da rei bod d’ar Breur ha d’ar C’hoar eur c’haer a di a oa bet savet e kreiz bro-Vanos. « Ti an Daou » a raed eus an ti-ze, hag edo en e sav war glazenn Sonnoialos (« frankizenn an Heol »), kaera frankizenn a oa dre goadou tachad-bro ar Sav-heol. Kelc’hiek ez oa an ti-ze ha graet en e bez a brenn kelenn lufret-mat kaeraet en-diavaez gant skeudennou livet hag aroueziou sakr en aour [1]. En diabarz ez oa golôet ar muriou anezan gant skouedou-aour, kizellet warno aroueziou ha loened sakr. Ar post-kreiz, harp warnan holl frammadur kelc’hiek an dôenn, a oa enskantet ennan war e hed trôellennou-aour. Al leurdi, e lec’h douar-pri moustret, evel ma vez en tïez-annez hag en tïez-nevedou peurliesa, a oa ouz hec’h ober klerennou prenn kelenn kompezet ha lufret-skedus, hag i bet kenstoket ha kenklotet ker reiz ken na weled etrezo grem ebet, m’az tije touet n’edo oc’h ober al leurenn nemed eur pez koad en e bez [2].
Mont e-barz an ti ha chom ennan n’oa aotreet da zen estreged an ostizidi-veur m’oa bet savet evito. Fiziet ez oa da evesaat en eur c’hoziad, mentek ha krenv, a raed anezan « evezier Ti an Daou ». Bez’ en doa gantan en e
- ↑ Aroueziou sakr : stered, kreskennou, kelc’hiou, rodou, kroaziou, hevoudou, orziou, bouc’hili, skouedou, bigi, kerniel ; — loened linennekaet muioc’h pe nebeutoc’h : naered, naered kornek, naered penn-maout, erevent, elerc’h, garaned, tirvi, kirvi, kezeg, moc’h gouez. Sellout ouz Montelius-Reinach, Temps préhistoriques, p. 193 ; A. Bertrand, Religion des Gaulois, p. 140, 162, 241 ; Déchelette, Manuel, I, p. 607, 610 ; II, kenta lodenn, p. 419, 458, 473, 477 ; trede lodenn, p. 1175 ; Notennou diwar-benn ar Gelted koz, pevare pennad, p. 24, 33.
- ↑ Leurdi prenn, A. Bertrand, Gaule avant les Gaulois (eil mouladur), p. 135 ; Montelius-Reinach, p. 303.