ha koz, d’o gwiska en eur c’horf nevez, peurbadus ar yaouankted, ar gened hag an nerz anezan. Miret eo bet gant beleien Dis Atir, e-touez Volked an Erkunia, en danevell-gelenn a reont anezi « Ermaeziadenn an ene », ar bedenn a veze lavaret gant tud ar vro-Wenn, p’en em ziskouezent dirag ar Roue a zo en e goazez dindan ivinenn ar Vuhez :
« Taro galloudek, karet gand Aventia ha Virionia, tad-koz roue, setu da ouenn, setu da wad, setu da vab, glan a bep terridigez da Lezenn. N’em eus ket lavaret gaou na laeret ; n’oun bet na teodek, na diek, nag aonik ; va breudeur ha va c’hoarezed, n’em eus ket o lazet, n’em eus ket o skôet, n’em eus ket o zouellet ; drouk-prezeget n’em eus ket ouz hini anezo. Ouz hini anezo n’oun bet garo, kriz, lorc’hek, digarantez ; ouz hini ebet n’em eus noazet ; da hini ebet n’oun bet abeg a boan, a zaerou, a lenv. N’em eus ket gwasket ar re anezo a oa gwan ha dizifenn ; n’em eus ket klasket tenna tra diganto dre nerz ha mestaol. Mat oun bet ha skoazellus da wazed ha da verc’hed va gouenn-dud. D’an neb a oa hep buoc’h em eus rôet eur vuoc’h, d’an neb a oa hep marc’h em eus rôet eur marc’h, d’an neb n’en doa ket oaled em eus rôet mein ha prenn. Boueta an naoniet ha dieta ar sec’hedet am eus graet ; kledouret em eus em zi an hini a oa digledour. Douja an doueed am eus graet, ha beleien an doueed, ha tachenn an doueed. Azaouezet em eus ar re goz, komzou ar re goz, kelennadur ar re goz. Sentet em eus ouz va fenrener. Gwreg va hentez am eus doujet. Gwarezour gwirion oun bet da intanvezed ha da emzivaded va gouenn. Dizelaou n’em eus lezet biskoaz klemm ar re wasket. Merc’hed yaouank gouenn Vanos n’em eus ket touellet, n’em eus ket gwallet ; n’em eus kamm-c’hraet outo e neb giz. O gwerzet n’em eus ket d’an estren ; bet oun d’ezo eur skor, eur c’huzul, eur skoued-gwarezi. Ouz parkou ha trevadou n’em eus ket droukprezeget. Pennou-chatal tud Vanos n’em eus ket argaset diwar ar peurvan ; n’em eus ket skrapet anezo ; lakaet n’em eus ket, dre garmou-hud, an taro disperius hag ar vuoc’henned nanvesk ha dilaez.
« Taro galloudek karet gand Aventia ha Virionia, tad-koz roue, glan eo va daouarn, glan va izili, glan va c’horf ; glan va zeod em genou, glan va c’halon em askre, glan va ene