Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/73

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 74 —

An hini tremenet a yae neuze d’al letonennou ec’hon ma teue ar re varo da lida o c’hoariou a-gevret. Eur youc’hadeg a savent d’e zigemerout en o zouez. E gerent hag e vignoned en em c’hrounne war e dro da rei d’ezan gourc’hemennou : « Digor da ene d’al levenez holl-zistrafilh, emezo ; rak setu emout digouezet e lec’h ar Peur-ehan, ma vez kaset da vad pep taol ennan aes ha diboan, ma teu pep tra digoust-kaer, ma na sav harz ebet ouz kammedou ha mennad mab-den. » Ar renerien, perc’henned ar c’hezeg bras hag ar c’herniel-eva leun a vez, a rôe d’an nevez-deut chatal ha parkou. Disi ez oa ar chatal hag en douar brokus-se, dindan an heol-ze klouar ha lugernus, divouch dalc’hmat diouz koumoul goanv ha lusenn diskar-amzer, e taole ar parkeier, dilabour ha didorr, tri eostad dre vloaz. Betek hed eun den war varc’h e kreske an ed hag e pep penn-ed alaouret gant bannou an heol e veze tri-c’hant pemp-ha-tri-ugent greunenn, teo ha pounner, a rôe eul livrad bleud eus an uhela begenn. Ambrouget e veze an hini tremenet d’an ti ma raje e annez. Eno ez oa d’ezan adkavout an holl vinviou, an holl glaoiou-brezel, an holl arrebeuri a biaoue er bed-man hag a oa bet diskennet a-unan gantan er poull-bez. En he sav-sounn war an treuzou eur vras a vaouez yaouank, gwenn-erc’h he c’hroc’henn, gwisket-holl e gwenn, a zelle outan o tont. He divoc’h a zeue ruz evel bleunv burlu, hag he daoulagad, glas evel ar mor pe an oabl en hanv, skedet-diskedet a beb eil gant nerz ar prederennou ha niver an envorennou, a bare war ar gwaz o tenesaat. Leun-sked edo evel eur verc’h d’an Heol dindan aourennad teo he bleo, dindan an dro-c’houzoug a ginkle he c’herc’henn, ar c’helc’hiennou emwiet en-dro d’he divrec’h ha d’he daou striz-gar, ar gouriz ledan kizellet a starde he dargreiz. Hag an den o tont a anaveze enni ar werc’hez dremmet-kaer en doa karet gwechall, e nevez-amzer e vuhez, an hini en doa diuzet ha taolet war he barlenn an aval a garantez, ar gefrisa en doa kengerzet ganti dourn-ha-dourn o voustra strad kinviek koadou ar vro-Wenn, hag a oa deut d’e bried wirion, d’e geneilez karantezus a-hed naouspet hanv, naouspet goanv ! Hec’h adgwelout a rae, ha hi henvel ouz m’edo gwechall, ha kaeroc’h c’hoaz. Neuze e kemere anezi etre e zivrec’h, d’he starda war e galon, e poke e ziweuz d’he diweuz glan n’o doa anavezet biskoaz