Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/75

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 76 —

Volked an Arkunia hag ar Voged, amezeien d’ezo, diwar-benn emlaz ar roue Eparios ha muntr an daou vugel ha tregont anezan. Diouz an danevell-ze, a-walc’h ez oa da dud Tir-Manos lavarout eur ger hepken pe ober eur wignadenn evit ma teuje o binviou pe o c’hlaoiou-brezel en o daouarn. Ezomm ebet d’ezo sevel en o sav, pa vezent en o c’hoazez, ha dilec’hia da vont d’o c’herc’hat ; anezo o-unan e teue ar binviou daveto. Loc’ha traezou a raent eus a bell hep steki outo. Dreist termen an dremmwel ha hini an amzer e tize o sellou. Teogi a raent al loened gouez : naer-wiber, moc’h-gouez, arz, bleiz, kaz-karvetaer, holl e tenesaent d’ezo er c’hoadou ha war ar maez ; c’hoari ha gourvez en o c’hichen a raent hag en em lezel da veza flouret ganto, hep c’hoant ebet d’ober droug. Merc’hed Tir-Manos n’o doa ket ezomm a gelorn da vont {{Reizh|da vit|davit} dour d’ar waz pe d’al lenn. Dindan an daouarn anezo e teue an dour da enboulla ; aet da voull glok eo e teue ganto d’ar gêr. Evel-se, e tistrôent etrezeg o zad hag o mamm en eur zougen war o fenn eur voullad vras a zour treuzwelus ha skedus ! Hag astenn a raent-i o divrec’h ? Kerkent evned ar c’hoad a zinije war-du enno hag a zeue da gluda war o arzourn, o divrec’h, o diouskoaz. Nag an erer, nag ar gup, nag ar re vilian anezo, ne ginnigent o gloaza gand o figos, gand o c’hrabanou, gand o diouaskell [1].

Ar burzudou-ze n’eo ket, evel hizio, eun hiniennou hepken a rae anezo, hogen holl baotred ha merc’hed a ouenn Vanos. Ne zeuent ket evel hizio, da heul gourzao e-kreiz lidou-gouel pe emgann, pe da frouez hir-studi, lavarennou-hud, karmou, breou, strobinellou. Braster o feiz en doueed ha nerz o glanded, setu an daou skor m’en em harpe warno mibien Vanos d’o c’has da benn.

Kement-se a badas ken na deas ar wrimennad ouelec’hiou o c’houriza ar vro-Wenn, war-bouez strisaat, ker moan hag eun neudenn pe eur vlevenn-blac’h, ken na zeuas ar vevenn en-dro da zouar mibien Vanos da geja ha da vont en unan

  1. Netra ne gaver, nag e skridou gregach na latin an Hen-amzer, nag e skridou nevez-keltiek ar Grenn-amzer, hag a rofe tro da gredi e vije seurt kredennou gand ar Gelted. Ar pennad-ze en e bez a rank beza klasket an andon anezan e briz-kredennou Indeziz. Da skouer, evid an dour enboulaet ha kaletaet, sellit ouz M. Maindron, Dans l’Inde du Sud, I (Paris, 1907), p. 219.