gant bevenn bro an diavaezidi. Neuze e voe tremenet ar vevenn-ze gant tri den krennbennek ha talfasok, o ano Dubis (Du), Oktos (Taer), ha Drukos (Drouk), mibien Marvon (Maro), Temillos (Tenval) ha Vailis (Fall). Teir maouez sklavez, o moue du, a zigasent : Novientia (Nevezinti), Serka (Orged) ha Rukkia (Mez), hag a-unan ganto tri c’harr peder-rodek sammet a draezou bet oberiatet gant gouennou dic’hlan ha milliget ar bed. Dont a rejont da di Eparios, roue ar vro-Wenn ; unnek nozvez e vanjont eno, ha, da c’hopraat d’ezan e herberc’hadenn, e trojont da fall e zaouzek mab hag e ugent merc’h. Hadet tro-dro direiz ha revin, e tec’hjont kuit heb lezel roudenn war o lerc’h ! A-c’houdevez, e tigouezas er vro-Wenn, gant marc’hadoureziou estren, kalz a dud all drouk-liou (da lavarout eo du) [1] ar pennad bleo anezo ; nemet e voe an tri-ze ar re genta, hag en abeg da ze eo ez eo bet miret gand an danevellourien an ano anezo. Diwar ze e nac’has o armou hag o binviou senti ken ouz mibien Vanos ; sevel ha mont d’o c’herc’hat a rankjont ; an arc’houereed a baouezas a bigellat, a hada, a vedi evito. Dirazo e tec’has al loened gouez, pe distrei a rejont outo, d’o flaouia. Merc’hed Manos a freuzas an dour etre o daouarn biziet-skanv, hag e voe red d’ezo kemer kelorniou d’e zigas da gêr o zud. Ne zinijas ken evned ar c’hoad da veza flouret ha poket ganto.
« Lignez Manos ha Bena a vevas er vro-Wenn ; e frankizennou bro an Hanv e reas e annez. Kreski a reas eno, ha
- ↑ Ar bleo du tremenet da zrouk-arouez gant Saked an Turkestan, a oa anezo, da genta, eur boblad veleganed, Zaborowski, Peuples aryens d’Asie et d’Europe, pp. 287-288. Kredenn eneb e Breiz-Veur, e-touez tud al Lancashire, an Northumberland hag enez Van, Thiselton Dyer, British Popular Customs, present and past, arranged according to the calendar of the year (London, 1894), pp. 7-8.