doueed, nag Uxamos (an Uhela) e-unan n’hellfent hen ober. »
Evelato, mar deo bet glac’haret ar Ouenn santel gand eun niver eus he mibien vagol, eus he merc’hed kenedek o tianka hag o vont da goll dre ergerzout an henchou nevez, eur frealz e voe dezi gwelout bagad gwenn ar re a gerz difazi ha dilammou, ar strollad galloudus hag oc’h en em nevezi dalc'hmat eus ar baotred ha merc’hed krenv, eus an eneou kadarn a c’hourdrec’h en enkreziou hag en emgannou, a dreuz, gounidek, an aerva (maez-al-laz), ha, d’an noz, a ziwestenn hag a zizibr o jaoed war glann ar mor-Bras. Kemeret ganto penn o hent da c’houlou-deiz, hep paouez e varc’hekaont, hep laoskaat e tougont pouez an devez, an tommder hag an emgannou. Henvel ouz gofed o brec’h nerzek, e skôont hep skuiza gand ar goaf hag ar c’hleze ; e tiskogellont, e tiskaront strolladou an enebour ; o distroba a reont, eun tremen ledan ha gwadek a zigoront a-dreuz d’ar renkadou anezo ; pulluc’ha a reont o difennou, o c’hrenvlec’hiou, kement harz o devoa savet outo war an hent. Trec’hi a reont da fillidigeziou ar c’horf ha da re an ene, d’ar skuizder, d’an naon ha d’ar zec’hed, d’an digalon, d’an droug, d’an aon, da hoaladuriou ar skianchou hag ar spered, d’an touellerez-Estren.
Ha, da noz, e tiskennont diwar varc’h war an aochou skôet gand an donn-vor hag e puront o c’hlezeier, o goafiou, o holl glaoiou-brezel. Kriba a reont, en eur gana, o bleo hir ; souba a reont o c’horfou, o izili gwad-holl ha poultrennet e douriou glan ar mor divent. Oc’h astenn o divrec’h e stouont d’ar Rod sakr, d’ar Rod skedus, trec’h d’an amc’houlou, he deus nijet ha trôet a-hed an deiz a-zioc’h o fenn, a-dreuz da c’hlazennou an nenv, hag a zo o tiskenn breman dirazo, en tu-hont d’an dour, en o raok, da vro ar Gwenved. Damc’hourvez a reont e-kichen o c’hezeg gand o c’heneilezed kadarn. O rei o zal da c’houyender an aezenn distanus a-ziwar kompezenn digenvez ar mor, o dourn o floura penn o c’hadgoun nerzek, e c’hortozont da zont daveto ar bageer-doue a dle o zreiza war e vag-veur vil-roenvek [1].
- ↑ Kenveria d’ar vag-se ar roth-ramhach « rod roenvek, » e skridou iwerzonek ar Grenn-amzer, a zo anezi eul lestr ennan dek-kant a weleou, dek-kant den e pep-hini anezo (Gaidoz, Dieu gaulois du soleil, p. 99-100).