Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/83

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 84 —

bried kaer, eeun, poellek, ijinek, oberiad ha difreüs, kalz a vibien vagol daoulagad-glas da genderc’hel da ouenn, kalz a verc’hed kenet-gwenn-koant, rodellaouet-aour, da laouenaat da galon ha da leunia da staoliou [1]. Levenez, kan ha c’hoarz salv ma vezint bepred ez kêr, unvaniez ha kengarantez o ren dindan da dôenn, ez kloz, war da zouar, e-touez da vugale, da vevelien, da vitizien ! Miret Selvanos da loened ha diwallet da beurvanou ! Prederiet Ariomanos ouz da drevadou ! Renet Dexiva da girri er stourmadou, en emgannou, ez redadennou davet bodadegou Samos ha Giamos ! Gwarezet ra vezi, te ha da dud, gant Teutâtis oc’h ober eur ged didorr war da diegez, o skei gand e vataraz, e c’hoaf, e gleze, neb a glasko noazout ouzit, o laza, o vrevi, o voustra, o vouga da holl enebourien !

Hogen, mar taolez da zaouarn war ar bugenou-man e sell hepken d’o drasta, na vezet d’it a-berz an doueed nemed anken, dinerz, klenved ha dienez ! Kenyeo ganez eur bried divalo, dihabask, dieveziek, diijin, diek ha laosk ! War da dro mibien ha merc’hed blevet du, livet-kazugel, korfet-teo ha krapok, iziliet-berr, torkules, divrao, skoachet ha kudennek ! Ra dregerno da di, da bep penn-dez, gant kroz an tabudou, trouz an taoliou, dourni ar c’hannou ! Ra zeuio ar glac’har da bucha ouz da oaled, ar gasoni hag an dizunvaniez da strewi o gwele ha da breja ez ti ! Na daolet da beurvanou nemet louzaouennou foeltrus d’az chatal ! An dreog hag ar mergl ra wastint da heizegou, da winizegou, da edegou, o peurgoll da holl drevadou ! Ma torro ahel da girri ez redadennou, ez stourmadou ! Ma tizahelo ar rodou, ma frailho da leur-karr, ma vrevo ar yeo, ma pennfollo da gezeg, d’ezo da derri o fenn hag o izili ouz gwezennou an hent ! Drouk-finvez ra vo d’az puhez, dinac’het gant da holl dud, dilezet gand an doueed, dilezet gant Teutâtis, milliget gand an doueed divarvel, milliget gand an dud varvel !

  1. Kenveria an doarennadur homerek alphesiboiai « a zigas ejened » da verka ar merc’hed brao, paeet d’an tad uheloc’h priz eged ar re zivalo (D’Arbois, La Famille celtique, étude de droit comparé, (Paris, 1905), p. 116 ; Epopée celtique en Irlande (1892), p. XXIX.