Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/84

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 85 —



Diwar-benn ar benrouanez a renas war ar vro-Wenn.


Daouzek roue-meur a renas war ar vro-Wenn adalek ma voe savet ar rouantelez gant Teutâtis ha Lugus, mab Kênos, beteg an deiz ma voe rannet ar vro ha diskaret e dismantrou e-kreiz tenvalijenn ar maro. Ar re-man eo anoiou an nao kenta eus ar roueed-ze a vesas ar remziadou gwenvidik a ouenn Vanos. Diouz renk e rôan anezo dre m’o deus en em warlerc’hiet, o teraoui dre an hena hag o tibenni dre an nesa d’eomp :

Senodonnos, Senorix, Senokondos, Kavaros, Matidonnos, Epatix, Marotigernos, Tigernomagalos, Eparios [1].

En trede bloavez eus rouantelez Epatix eo e c’hoarvezas ar genta divrôadeg war-du ar C’hornog ; neuze eo ec’h embregas da bobla bro ar Goularz ar bagad a voe henchet gand an alc’houeder drantik. En amzer ar roue Eparios, ar c’houec’hvet bloavez eus ar renadur anezan, eo e voe tremenet harzou ar vro-Wenn gand an Tri Den Kollus hag an tri c’harrad gwallou anezo, renet gant teir merc’h an Amc’houlou. Er mare-ze eo e voe kaset da benn ar pez a zo bet anvet gand an hen-danevellou « an disrannadeg-veur », ma kimiadas Nemetos, mab Tigernomagalos, war-du ar C’huz-heol, a-gevret gantan triouec’h mil a dud, ken paotred ken merc’hed, eus penna tiegeziou ar vro. Hag eun darn eus ar re a oa chomet er vro-Wenn en em savas ouz ar roue Eparios, ouz ar vibien hag ar merc’hed anezan, o doa digemeret ha skignet an nevezentiou a-ziavaez-vro, ha brezel a rejont ouz an eil darn. Gand ar rann-galon ar roue Eparios en em lazas, hag an daouzek mab hag an ugent merc’h anezan, kouezet er stourmad ouz an ti-roue, a voe losket o c’horfou e-kreiz an tan-gwall a bulluc’has an ti. Neuze, deut an trec’h ganto, ar re a oa a-du gant derc’hel giziou ar vro a anvas da roue-meur eun den a ouenn c’hlan ; nemet a stad

  1. Diwar-benn talvoudegez an anoiou-ze, sellout D’Arbois, Noms gaulois.