niet gant kerzadeg al loened pevar-zroadek, e tenne darn war-du ar Sav-heol, darn war-du ar C’huz-heol ; darn all a steuzie diwar wel ar bagad anezo e dounderiou koadek an Hanternoz ; re-all c’hoaz a drôe o c’hammedou war-du ec’honderiou heoliet-frank ar C’hreisteiz. A-gevred gand o loened yaouank hag o c’hirri nevez-flamm, ez aent da bobla lec’hiou digenvez pe e teuent, an armou en o daouarn, e koadou, war vaeziou ha peurvanou ar brôadou estren [1].
Ar strolladou a dud yaouank en em skigne evel-se bep bloaz ne voe ket d’ezo hevelep berz. Dreist d’ar re-all e teuas da vad gand ar re a zifraostas, e mare an nao remziad gwenvidik, ar gouelec’hiou en-dro d’ar vro-Wenn. Evid ar re-all, o devoe da herzel ouz emgannou taer, brezeliou hir ; e weljont deveziou tenval, bloaveziou kriz ha garo.
En o zouez e vez dishanvalet gand an danevellourien, ar werzaouerien hag ar varzed, desket ganto an danevellou diwar-benn an ermaeziadegou hag an aloubadegou-brezel, seiz doare meuriadou : ar meuriadou trec’h, ar meuriadou renavi, ar meuriadou diouennet, ar meuriadou reuzeudik, ar meuriadou dilignezet, ar meuriadou kollet, ar meuriadou gwirion [2]. Hag e tenn hor brud-ni, brud brôad skedus-holl ar Gelted, da hini ar meuriadou gwirion. Kent-se, eur geriennou a livirin diwar-benn ar meuriadou all, en abeg d’ar gelennadurez a sav eus ar vuhez anezo.
Bagadou a voe, hag int her gant niver, nerz ha kadarnded o brezelourien, en em ziskouezas en armou en harz-bro an Estren hag a daeras outan ma roje an drederenn eus e barkou, eus e beurvanou, eus e goadou, eus e dropellou, eus e vinviou, eus e gêriadennou [3]. Ha nac’het e vije ! Neuze ec’h aloubent dre nerz, o tiazeza o beli war ar brôa-
- ↑ Kement-man a zigas da goun boaz an « nevez-amzeriou sakr » gand ar poblou arian eus kreiz an Itali : Sabined, Sabellined ha Samuited (Seignobos, Histoire narrative et descriptive du Peuple romain, 7vet mouladur, Pariz 1909, pp. 5-6).
- ↑ Likit e kemm, Meillet, Intr. à l’ét. comparative des langues indo-européennes, pevare mouladur (Paris, 1915), p. 57 ; Aperçu d’une hist. de la langue grecque (1913), p. 71-5, 115, 147.
- ↑ An drederenn eus madou an estren, Notennou diwar-benn ar Gelted koz, XII, eil kevrenn « ar poblou », pennadig « an darempredou etre Kelted ha Nann-Kelted ».