Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 10 —
ar re a oar yez rouanez ha tud-veur Keltia war nebeutaat an niver anezo [1], Q. Valerius Keltus a gavas d’ezan e raje vad o trei e latin evit brôadou Galia an danevellou-ze bet savet gwechall da veuli o gourdadou…
- ↑ Er c’henta kantved goude H. S., enskrivaduriou a-berz renerez-bro, kouls lavaret, evel deiziadur arem Coligny, a laka anat e oa manet ar c’heltieg e Galia yez ar renkadou uhela hag e kerze c’hoaz keit-ha-keit gand al latin. En IIIvet hag er IVvet kantved goude H. S., er mare ma veve Keltus, n’oa ket komzet ken nemet gand ar bobl astut a-ziwar ar maez e bro an « Trevired », diouz m’hel lavar sant Jerom, hag e bro al Lingoned, ar Senoned hag an Aedued, evel m’hen testenieka enskrivaduriou war drôellou-neza studiet, n’eus ket pell, gand an aotrou Loth, Remarques aux inscriptions latines sur pesons de fuseau trouvés en territoire gaulois et en particulier à l’inscription celtique de Saint-Révérien (Nièvre), Paris, 1916 (Tennet eus ar Comptes-rendus des séances de l’Académie des Inscriptions et belles-lettres, 1916, p. 168.)