Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/92

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ



Ermaeziadenn Bagad an Alc’houeder ha Danevell an teir « Kassiteras ».


Gand an alc’houeder Alouda [1] e voe bleniet kenta bagad a dizas mont eus koadou ar Sav-heol da zouar ar Goularz. Renet e oa gant teir gwerc’hez o divoc’h ruz, teir c’hoar, merc’hed d’eur roue ar vro-Wenn, Matidonnos e ano, hag hen marvet divab. Ar bagad-ze a c’hoarveze a bevarzek mil penn, kement-ha-kement eus an diou reiz-den, da lavarout eo seiz mil paotr ha seiz mil plac’h yaouank a oa bet, hervez

  1. Ger hen-geltiek amprestet gand al latin hag aet da aloue e galleg koz. War an doueez Alouda en Ejipt, Rev. de l’hist. des Religions, 1913, p. 4 ; war Apollo Korudos gand ar C’hresianed, Acad. Inscript. Comptes-rendus, 1906, p. 592-602.