Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/93

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 94 —

ar c’hiz emoun o paouez menegi, unanet dre lidou d’o c’heneiled gand o c’herent e frankizennou ar vro-Wenn, e deiz kenta an nevez-amzer. Goude kerzout e-pad seiz miz a-dreuz koadou, strouezegou ec’hon, geotegou ; goude treuzi eun niver gwaziou, froudou, stêriou, avenou, lennou, geuniou ; goude trec’hi war ziêsteriou, gouzanv skuizderiou ha tec’hout diouz risklou bras, e tigouezas an holl yaouankizou-ze, an alc’houeder Alouda bepred ouz o levia, war glann gornok lenn an Heol, Sonnolindon [1]. Eno eo e paouezas an alc’houeder, eno e steuzias da vat ouz o sellou hag eno ivez e vanjont a-zav. Hag eus lenn an Heol e reer breman mor an Heol, nemet, war a lavarer, eul lenn edo c’hoaz d’ar mare, ec’hon, divent, diheverz (emaez-gwel) an harzou anezi, hep treuskiz-dour ebet etrezi hag ar mor a zo er c’hornog, da lavarout eo mor ar Goularz pe mor an Hanternoz. Lenn an Heol e veze hanvet gant mibien Vanos, dre ma welent eus ar c’hlann gornok m’o doa graet enni o annez, bemdez, en dremwel, an heol o tiveuzi diouz an dour anezi. War an tevenn-ze eo en em zastument bemdez kent skleurenn ar goulou-deiz da veuli tarz kenta an heol dre o c’han, bouderez o c’horniou hir-gamm ha hesonerez o zelennou [2].

An arvor ma tiazezjont a zo anezan c’hoaz unan eus ar re vrava er bed. Dentet eo dre eun niver oufou, dre vaeou hir, moan ha troïdellek, dre blegiou-mor diwallet-mat gand enezennou ha begou-douar e-leiz, ma kav enno ar bigi gwasked diarvar. Enno e founn ar pesked, kerkouls hag an dourgoun, ar reuniged, an elerc’h. Hogen, ar pez n’oufe disklêria geriou eo puilhded ha tevded ar c’hlazvez a c’holo an holl arvor-ze. O veza ma ’z eo douriou lenn an Heol peuz-disal, e tiskenn koadou ar vro gant dinaou sounn ar pantennou tre beteg an

  1. An ano-ze n’eus ket meneg anezan e skridou an Hen-amzer. Mor Baltik eo, anat. Evit sonno-, sellit ouz sonnokingos « kerzadenn an heol ? » war Deiziadur Coligny. Lindon, iwerzoneg lind, henvrezoneg lin, kambraeg llynn.
  2. War azeulerez an heol er Jutland da amzervez an arem, sellit ouz Déchelette, Manuel, Age du bronze, pp. 409-469. Diwar-benn eun advoaz e Breiz-Veur eus ar « Meuli an Heol o sevel », sellit ouz Bertrand, la Religion des Gaulois (Paris 1897), pp. 410-411. Likit e kemm, e bro-Bers vreman, en Ispahan, ar boaz meneget gant Loti, Vers Ispahan (34vet mouladur), pp. 227-228.