Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/94

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 95 —

traez, ken e teu, d’al lanvez, an tonnou-mor da c’hlebia ar wriziennou anezo. El lec’hiou ma c’holo ar c’hoadou lein tornaodou serz, e kresk ar gwez fao ha dero e bevennig an islonk : skigna o barrou deliaouek a-us d’an tonnou a reont hag astenn o skeud war ar mor.

Ar c’horn-bro ma talv an arvor kenedus-se da vevennadur d’ezan a zo golôet a grec’hiennou dudius glazvez-holl. Hag int izel a-walc’h, e c’heller diwar hini pe hini anezo merzout, dre waskou ar c’hlazvez, en diabell diouz tu ar c’hornog, mor ar Goularz hag an arvor noaz a sav e vonnou d’ezan. Aman hag ahont, en traoniennou, en em led lennou kaer, o douriou sioul, en-dro d’ezo eur gourizad korz ma neiz enno kerc’heized, elerc’h hag eun niver gouennou all a evned-dour. Ar c’hoadou, a ra d’an traoniou ha krec’hiou eur gwiskad deil, a zo enno gwezennou ar brava holl : ar fao hag an dero a gaver ar stanka, toueziet aman hag ahont gant gwez pin ha sabr. Gwaskedi a reont kalz a girvi-meur, a girvi, a zemmed, a yourc’hed, a voc’h-gouez, hag int-i holl mentek, teo ha hevag kenan. Eun neuz-dreist d’ar c’hoadou-ze eo beza marellet beb ar mare gant letonennou ec’hon. Dre-ze, n’int nepred na tenval, na moredus, na tavedek, hogen, en eneb, heoliet-mat ha leun, e-doug an hanv, a vouderez skrilhed ha geiz evned. D’ar c’houlz-bloaz-se ivez, ar spern-gwenn, ar spern-trenchonek ha kant ha kant a wezigou golôet a vleuniou c’houez-vat a gaera lezenn ar glazennou, ar stankennou, an tevennou ha lein an tornaodou. An niver a frankizennou, a ra e-kreiz ar faoegou hag an dervennegou kel lïes a heolienn, a zo anezo peurvanou a zibab, glas, teo, tener, saourek, ma tiwan enno eur geot mat d’ar zaout ha dispar d’ar c’hezeg.

Ar vro, en he fez, lirzin, skedus, glas, bleunvek, hegarat, a zo dleet mat d’ezi an ano ma voe anvet gand an enbroidi genta : virdolandon « douar glas » [1]. Gwaziet eo gant lïes gwaz-dour. An diou penna anezo eo ar Stura, a red war-du ar c’hornog hag a gej he douriou gant re an Albis, hag an Dravinna a red war-du ar reter hag en em daol e lenn an

  1. Virdolandon, ano dizanav e skridou an Hen-amzer. Virdo-, kembraeg gwyrdd « gwer, glas », Grammatica celtica, p. 858.