luget gand ar morlusenn. Daz-strewet eo ar vro nesa d’ezan gant geuniou, krenegellou, taouarc’hegou, a beb eil ganto brugegou ha pinegou. E lec’hiennou, koulskoude, a-hed ar stêriou hag en arvor e-lec’h m’ez eus enezennou da andorenni ouz an dounvor, e kaver lec’hidou strujus kenan, ma c’heller gounit edeier enno e-pad kant vloaz heb ezomm ebet da demzi [1] Ouspenn, brugegou an diabarz a zo anezo peurvanou peuz-vat ha gwenan gouez a vagont a vostadou. D’an diwez, e kavas da vibien Vanos e vije talvoudus kroui war an aod-ze eun annezadenn, ha hi strollet ouz re an arvor-Glas dre eur stropad krenvlec’hiou, e doare da drouc’ha pep darempred etre Skaled an hanternoz ha re ar c’hreisteiz ha da herzel outo d’en em gevredi ouz an enbroidi deut eus ar vro-Wenn. En abeg da gement-se e teuas ar gwerc’hezed sakr, renerezed bagad an Alc’houeder, eus an arvor-Glas da arvor ar Goularz, evid evezia pe lec’hienn eus an aod a zereje ar gwella d’an annezadur nevez-man.
Gwa d’ezo ! e tigouezas, war eun dro ganto, en aber an Albis tri lestr o tont a bell-vro. Tri hir-lestr eus ar C’hreisteiz ez oant, warno peb a dri-ugent den, mentek, dremmet-kazugel, d’ezo bleo drouk-liou touz war ar rak-penn ha didouz-hir war ar c’hilpenn anezo. Renet ez oa an nao-ugent den-ze gant tri breur anvet Mandonios, Tautamos ha Siluros [2]. Mibien ez oant d’eur Morigenos a raed gantan eur roue pe eun doue e broiou ar Mervent. A vro-Spagn pe eus an Afrik, o bro c’henidik, e teuent o heda aochou Galia, ha pa zigouezjont, en abardaez da guz-heol, en aber an Albis, edont o paouez ober tro enez Iverio hag enez Albio. Tri bloaz a oa neuze o doa kuitaet enez Londobris [3] war aod an Iberi, tri bloaz ma heulient hent an elerc’h, ma verdeent
- ↑ Lec’hidou strujus kompezenn an Hanternoz, Reclus, Europe Centrale, pp. 729-730.
- ↑ War an tri ano-tud-ze gwelout Philippon, les Ibères, pp. 23, 25, 70, 191.
- ↑ Londobris (Ptolemaios, Geôgraphika huphêgésis, 2, 5, 7. War an darempredou dre vor etre ar Spagn, Iwerzon, Breiz-Veur ha Hanternoz an Europ da amzervez an arem hag a-raok, sellout Montellus, Temps préhistorigues en Suède, pp. 29. 57-58, 91-93 ; Déchelette, Manuel, Age de pierre, p. 626, Age de bronze, p. 392.