Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/98

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 99 —

gand an alc’houeder Alouda, n’oa nemeto a gement n’o doa ket a bried. Ha pried ne dleent da gaout, difennet ma ’z oa outo anaout plijadureziou ar c’harediged na tanva levenez ar mammou, dre m’oa bet gouestlet d’an Heol gand o zad ar yaouankiz hag ar werc’hded anezo [1].

Ker skiantek ha poellek ez oant ha ma ’z oant kaer, ma kavas d’ezo na vije ket difur sevel kevredad gand an diavezidi o tont eus a bell-vro ha stumm d’ezo kaout c’hoant da chom eur pennad el lec’h-ze. N’oa ket bagad an Alc’houeder niverek a-walc’h evit ma vennjed tenna dioutan eur c’halz a dud da ziwall an drevadenn savet en aber an Albis, seul-vui ma renkfed lakaat da wardoniez er c’hrenvlec’hiou etre an drevadenn hag an arvor-Glas eur c’halz a vrezelourien. Kenskoazell nao-ugent den, hag i kadarn ha krenv da welout, n’oa ket, gant-se, da veza disprizet. Dileuri a rejont, eta, kannaded daveto ha, da heul an emzivizadennou a c’hoarvezas, e teuas an tri breur da weladenni kêriadenn vibien Vanos ha da genbrezeg gand ar rouanezed ha gand ar benvrezelourien anezo.

Tri den mentek ez oa an tri breur, d’ezo bleo du fuilh, pennou kramennet gand an heol hag ar mor ha daoulagad du ha lugernus evel an noz sterennek. Evit kenwerzi, ober sklaved, dastum ar muia ma c’helljent a vadou hag a binvidegeziou eo ez oant deut, ha neket evit sevel o annez da viken e lec’hiou a gave d’ezo ez oant treut, digevannezus ha gouez.

Disprizout mibien Vanos a rejont dre m’o doa da annezlec’h, neket tïez-maen ec’hon e-kreiz kêriou o mogeriou krenv, hogen logouïgou prenn ha raoskl war skign e-mesk ar geot bras, e lezenn ar c’hoadou ; o disprizout a rejont dre m’o doa da gemerout o c’housk, e lec’h gweleou prenn lufr, kaeraet gand arem, arc’hant hag aour, berniadou geotennou ha krec’hin ; o disprijout a rejont dre na event nemet laez ha dour ha na zebrent nemet yod heiz ha kig, dre n’o devoa

  1. Gwerc’hezed gouestlet da azeulerez au Heol e-touez an Huperboreaned, Herodotos, IV, 33, 34. 35. Azeulerez an Heol e-touez an Huperboreaned, Diodôros, II, 47 o tigas menoz Hekataioa Abdera, eur skrivagner eus ar IVvet kantved kent H. S..