Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/99

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 100 —

ken madou nemed o armou hag o chatal [1]. Hogen kened glan ha lugernus merc’hed Manos, ken dishenvel diouz kened leskidik ha tenval merc’hed o bro, o sebezas diwar an taol kenta hag o hoalas dre an nevested anezi. Kement-se a zigouez bep tro m’en em gav Kreisteiziz gant merc’hed hor gouenn, her merzout am eus gallet ober me va-unan meur a wech [2]. An tri rener a oa diwar ar gouennou-ze izel ha milliget eus ar C’hreisteiz, ha d’ezo meiz, galloudeziou-spered ha gouiziegez a-walc’h, a zo goulosk ar gwad anezo hag a vez dalc’h-mat e preiz da speredou dic’hlan an Amc’houlou. Er gouennou-ze e vez ar merc’hed gaouiad-dreist ha ganas ha n’heller ket fiziout enno dre m’o devez temz orgedus ar givri ha divezded ar c’hïezed. Evid ar baotred, henveloc’h a ze ouz bouc’hed ha chas eged ouz tud, ez int ken dibourvez a beb emzalc’h hag emziouer, ken digizidik o c’halon e traou ar garantez ken e vez pleustret ganto ar merc’hed digus-kaer a-c’houez d’an holl [3]. Hag hen bec’h her c’hredi, eman an dra anavezet-mat gant kement-hini o deus ergerzet broiou ar C’hreisteiz. P’hel lavarfen e berr-gomzou, ne anavez Kreisteiziz eus ar garantez nemed ar perziou a zo izel, douarel, loenel, hag ez int dizanaoudek eus ar perziou a zo, en eneb, uhel, nenvel, doueel, hag a zo eur gwir vad diouto o-unan d’ar baotred ha d’ar merc’hed a ouenn Vanos. Int-i, hep hen diskleria, hen anzav en o oberiou. Evel-se, en o zouez, ec’h azeul ar C’hresianed doueez ar Garantez a anvont Aphroditê, nemet e skeudennont anezi e daou zoare gwall-zishenvel. Bez’ ez eus an Aphroditê-bobl, a reont anezi Pandemos, bleo-du, lagad-du, min kramennet merc’hed ar C’hreisteiz, ha hi azezet war eur bouc’h, arouez an orged. An Aphroditê nenvel, pe Ourania, a zo ivez, ha hi o tougen

  1. Sellout ouz ar pez a zanevell Theopompos diwar-benn digouezadenn an Atlanted gand an Huperboreaned (Philippon, les Ibères, pp. 46-47).
  2. Diodôros, V, 32, 7 : Gunaikas eueideis kallistas ; Athenaios, XIII, 79 ; Notennou diwar-benn ar Gelted koz, XI « Neuz-korf ar Gelted koz, o gwiskamant hag o zemz-spered » , p. 5-11 (Sant-Brieg, 1914).
  3. Dam-veneg a ra Segobranos aman, moarvat, eus giziou peushenvel ouz ar re a zo bet lakaet gant Herodotos war al Libuaned, IV, 172, 180.