nou-ze e-giz loened eo ez int bet anvet dic’hlan ha milliget. Stad ebet ne reont eus gwerc’hded merc’hed nag eus emziouer paotred. En o zouez ne heuilh ket kennebeud-all an dud dimezet an emzioueri er mareveziou rekis[1].
« Henvel ne voe graet biskoaz e-touez tud gouenn Vanos, ha dre-ze eo eman gourvibien Velios dreist d’ar gouennou du en em bar kenetrezo evel chatal. Ar werc’hded kent ar briedelez, ha, goude ar briedelez, an emzioueri d’ar mareou dereat eo o deus savet diskennidi Manos ha Bena a-us da ziskennidi ar ramzed[2].
« Pa zeu eur paotr d’e oad-gour, mar deo bras, yac’h ha nerzek a gorf, iziliet-krenv, gwevn, skanv, lemm e zaoulagad hag e ziouskouarn, kadarn hag eveziek, aes da veva, ra zimezo gand eur plac’h enni an hevelep stummou-dreist, an hevelep perziou-mat. Heulient, diwar-benn engehenta, genel ha sevel o bugale, an holl reolennou diskuliet gwechall d’hon tadou gant Lugus, Belisama ha Virodakthis[3]. War o zïegez e tiskenno bennoz an doueed gwelevus o warezi gouenn Vanos hag e vezo ar vugale anezo enor ha sked hor Gouenn.
« N’eo ket gant komzou kaer, gourdrouz ha taoliou e
- ↑ Diwar-benn an deiziou ma tlee ar priedou emzioueri e-touez Arianed an Indez sellout Manou, III, 46,47 ; IV, 40, 128. Diwar-benn roudou eur boaz henvel e-touez Arianed an Europ hag ar mennad anezan, Frazer, Cultes agraires et sylvestres, p. 259.
- ↑ Lenn war ze eveziaduriou Frazer, III, p. 261, ha re S. Reinach, Cultes, Mythes et Religions, III (eil mouladur), pp. 340-2. Frazer a laka evez ez eo diwar an dlead a emziouer m’o deus gouezet en em blega d’ezan da vareou-bloaz rekis, e kemeras gouennou-tud a zo eur galeted hag eun nerz-youl n’o deus ket gouennou-all tizet da gaout. Mar deo an den gwenn dreist d’ar Morian, an Europad dreist d’an Arabiad ha d’an Aziaded-all, gouenn hanternoz an Europ dreist da ouenn ar c’hreisteiz, n’eus ken abeg da ze nemet hennez. Kenveria J. Huret, l’Amérique Moderne, I, p. 125-6 (eus ar mouladur skeudennaouek, P. Lafitte, Paris, 1910), 121-2, 124 ; II, p. 103. Cf. ivez De Mandat-Grancey, Dans les Montagnes Rocheuses, p. 14 (trede mouladur, 1894) ; Raymond Bell, Croquis californiens in A travers le Monde (stagadenn le Tour du Monde), 1902, p. 388.
- ↑ Virodakthis a gredfed a-walc’h ez oa eun doueez ar c’hanedigez, henvel ouz an hini ma rae ar Romaned anezi Lucina, Rev. des Et. anc. 1913, p. 455.