Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 2 1924.djvu/103

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 101 —

tiorrôer bugale. An aliou fur hag ar c’henteliou mat a zeu dre eur skouarn hag a ya dre eun all. Gand ar gourdrouz hag an taoliou ez a ar bugel aonik, golôet pe zrouk. Dre ar skouer hag an ober eo e tiorrôer bugale[1].

« Disprizout a ra ar bugel kement tra a wel disprizet, prizout a ra kement tra a wel prizet. Ober a ra diouz ma wel ar re-all oc’h ober en-dro d’ezan. Ac’hano, evid ar re en e dro an dlead da veva hervez al Lezenn ha da rei d’ezan skoueriou mat hepken.

« A-vihanik poelladit da rei boaziou mat d’ho pugel. War gant kentel e talv eur boaz mat[2]. Roït d’ezan kement en devezo ezomm. Grit brao d’ezan, hogen harzit, start evel dir, ouz e froudennou ; na blegit biken outan.

« Paotred ha plac’hed, kerkent ha ma c’hellont kerzout, a dle kemerout ar pleg da labourat ha da veza talvoudek. Graent war-dro ar re vras diouz o nerz hag o meiz. Da vare ar predou, digasent ar c’herniel hag an diskou, dinaouent da eva, oc’h ober da zarbarerien kement ha ma ’z int barrek[3].

« Goude pred, purent ar c’haoteriou, aent da drouc’ha geot evid ar gweleou, raoskl ha brôen da strewi war al leur-di. P’o devezo nerz a-walc’h e tleor lakaat ar baotred da gerc’hat dour, da faouta keuneud, da brederia ha mesa chatal. Ar merc’hed-i a dleo mala greun, burutella bleud, meza toaz, trouc’ha ha gwriat krec’hen ha mezer. P’en em gavo ostizidi pe gerent o tont a-bell, gand ar merc’hed e vezint digemeret hag evesaet n’o defe dienez a netra, int hag o loened[4].

  1. Kenveria G. Le Bon, Psychologie de l’Education, XVvet miliad, p. 353 ha da heul ; Baden-Powell, Le Livre des Eclaireuses, p. 174.
  2. G. Le Bon, op. cit., pp. 233-4, 256-7.
  3. « Ar Gelted a laka d’ober en-dro d’ezo ouz taol bugale yaouank-flamm, paotred ha plac’hed », Diodôros, V, 28. E-touez ar Skandinaved ez oa ar boaz ma tremenje merc’hed an ti ar c’herniel d’ar vrezelourien, p’edont bodet da eva goude pred (Montelius-Reinach, p. 240.)
  4. E Mabinogi Owein ha Lunet an diou blac’h war-nugent eus ar c’hastell a zigemer eur beajour, a zistern hag a brederi e varc’h, a walc’h hag a bur e armou, a denn diwarnan e zilhad-beaj hag a ro d’ezan re-all, a aoz hag a zigas d’ezan eur pred, Loth, Mabinogion, II, p. 6-7 (kenta mouladur).