« Ra zesko abred an tad d’e vugale oberia armou hag embreger anezo, hag ivez ober ampart gand an nao doare benveg.
« Ne dle biken eur mab a ouenn Vanos beza nec’h ha berr warnan. Gouzout a dleo divoueda eur pilprenn d’ober eur vag, sevel eul logell, levia eul lestr, ren eur c’harr, prederia eur marc’h, goro eur vuoc’h, aoza eur gaoter gant rinvedou, gofelia eun houarn goaf, eur gontell, eur c’hleze, trouc’ha ha toulla ler, kignat ha dibezia eul loen, darevi boued, adkavout e hent en noz tenval pe e-mesk lusenn, treiza eur stêr diwar neunv.
« Ne dle ket beza abaf nag aonik rag al loened gouez hag an dud estren. Ne dle kaout aon rak netra ha beza gouest da c’houzanv pep tra heb ober klemm. »
Penna oberou a zaneveller eus renadur Vindosêtlos eo ar re-man :
Kemen a reas da Rênos, mab Liros, evezia ar grouadurien nevez-c’hanet a ouenn Vanos. Rênos eo a zilenne ar re a oa da veza miret ha savet hag ar re a dleed mouga en dour ha daskori d’an douar[1]. Eeunoc’h ha poellekoc’h barnour ne voe gwelet biskoaz.
Mennout a reas ma vije argaset a-douez an nemeti (tud nevet)[2] an tri doare-tud-man : ar vibien hag ar merc’hed
- ↑ En abeg d’o c’horf gwall-neuziet. Lakaat e kemm : 1° beuzidigez bugale vac’hagnet roue-meur Iwerzon, Coirpre Caitt-chend (Ia kantved goude H. S.), D’Arbois, Droit celtique, II, p. 38-9 ; — 2° ar boaz meneget gand an impalaer Julianus (IVvet kantved) ; — 3° al linennou-man gant Ploutarkhos, Buhez Lukurgos, 21 : « Dre ma veze tonket ar vugale nammet pe gorfet-gwan da chom atao izil ha di-yec’hed, e kave da Spartaïz n’oa ket mat na d’ezo end-eeun na d’ar Vrôad lezel o buhez ganto » ; — 4° an hen-zisklêriadur-man da Lukanus : Teutatis Mercurius sic apud Gallos placatur : in plenum semicupium homo in caput demittitur ut ibi suffocetur, Jullian, Hist. de la Gaule, II, p. 159, not. 2.
- ↑ Diwar-benn an hen-geltieg nemetos, D’Arbois, Noms gaulois, p. 151-61 ; an iwerzoneg nemed, nemhidh, Droit celtique, II, p. 82-5 ; an hen-vrezoneg nemet, nemed, nimet, krenn-vrezoneg nevet, neved, Loth, Chrest. br. p. 154, 222.