Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 2 1924.djvu/108

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 106 —

mab Omoviros[1] a raed eus ar c’hoziad-ze. Eontr ez oa da Gamula ha deut ez oa, e-unan, eus ar vro-Wenn dam-brest goude bagad an Alc’houeder. Dre eun devez tenval a c’hoanv ez oa digouezet skuiz-faez, hanter-skournet, hanter-varvet gand an anoued hag an naon : repuet, diboaniet, anavezet ez oa bet, hag, o veza m’o doa ar pennou e zigemeret, rôet ez oa bet d’ezan eun tachad-douar da c’hounit. Hag en devoa diazezet eno e logell.

Eun den drouk ez oa an den-ze. Betek-hen, avat, en doa tizet kuzat e zrougiez. Galloudek-tre ez oa, ouspenn, war an huderez, hogen ne ziskrede nikun war ze.

Meur a wech e klaskas ober da Vindosêtlos diskredi war al lealded a vire e wreg d’ezan e-pad ar c’houec’h mizvez a dremene er c’hoad pell dioutan. Vindosêtlos n’e selaouas ket. Neuze ez eas ar c’hoziad daved Ategena, e-kreiz ar c’hoad, ha, dre gomzou golôet, e rôas da glevout d’ezi e fazie hec’h ozac’h anezi gand eur plac’h all en hanter-vloavez ma veve hec’h-unan gant he mamm er wezeg yen ha dizeilh. Ategena e selaouas hep finval, hep sellout outan. Hogen, pa voe peurbrezeget d’ezan, e trôas outan he daoulagad entanet hag e lavaras :

« Trugareka an doueed, mar kredez, dre m’out kar d’an hini a garan. Panevet an ere a gerentiez a zo etrezoc’h, da benn eo a ziframmfen a-ziwar da ziskoaz d’ober d’it paea da c’hevier. »

Argas a reas anezan diouz ar c’heo. Hag isa eun arz da redek war e lerc’h a-dreuz d’ar c’hoad, ken n’en dije diraezet e frankizenn. Ar c’hoziad a douas e talvezje ze d’ezi.

Gant bleuniou gwenvet eus an diweza hanvez, dre nerz e garmou-hud, e krouas eur plac’h, hag e lakeas anezi e gwel dirak Vindosêtlos war ar wenodenn a heulie heman bep beure a-dreuz d’ar prad. Vindosêtlos a welas eta ar plac’h-vleuniou o tont a-benn d’ezan ; mont ebiou d’ezi a eure, klevout diganti he demat, ha he demata d’e dro, nemet ne ziskouezas ket teurel evez outi a-hend-all. Antronoz, evelkent, e chomas a-zav hag e c’houlennas outi piou ez oa. Ar plac’h-vleuniou ha lavarout an ano he doa bet digand ar

  1. Rev. celt. 1892, p. 328.