Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 2 1924.djvu/11

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 9 —

hag addeuet d’e neuz reiz. E den eo, hag o terc’hei ar bugel etre e ziouvrec’h ez eas tre e-barz an ti.

Velia a sellas piz ouz ar bugel a zigased d’ezi. Kavet mat e voe ganti : dinamm ez oa a bep si, a bep mac’hagn, a bep gwan. Dellezek ez oa da astenn ar Ouenn, dellezek da greski e-unan ha da engehenta mibien. Velia a reas d’ezan tremen dre an dour ; hag ar bugel a zeuas gantan da vat an tremen-ze[1]. Neuze e tenereas kalon an doueez hag ar garantez d’ezan a enaouas enni. He dremm kaer, habask, a stokas ouz e zremmig-hen. Ma teuas d’en em veska o anal. Hag ez oa anal an daou-ze, an doueez hag ar mabig, ker klouar ha ker klouar, ker skanv ha ker skanv, ker kunv ha ker kunv. Velia a bokas d’ar bugel hag e stardas war he c’halon. Damzigeri brennidenn he zoneg a eure ha dizoloï hec’h askre d’e vronna.

Ha Kênos neuze en e raog ! Ha damc’houdé Vissurix o tont en ti. Gwelout a reas ar bugelig kousket. Mat e kavas e gemerout da advab ; e venniga a eure hag e lavaras :

« Bravat skor e vo ar bugel-man d’an doueed en o stourmad ouz ar ramzed du ! »

Hag hen o kana :

  1. En e « Vrorenerez », VII, 15, 2, e lavar Aristoteles (IVvet kantved kent H. S.) ez oa gand ar Gelted ar boaz da souba e dour yen ar stêr ar vugale nevez-c’hanet (Cf. Claudius Galenus, Diwar-benn ar yec’hed, 1, 10). Diouz ma kav aman da oberour ar Sketla, e tenne ar boaz-se d’ober a-douez ar vugale eun doare « dibab diouz giz Sparta », o veza n’helle nemed ar pep krenva anezo herzel ouz eun hevelep arnodadenn. A c’hellfe beza, rak kavet ez eus meur a henvelder all etre boaziou ar Gelted ha re an Dorianed (Déchelette, Manuel, II, eil kevrenn p. 637 ; Adolf Reinach, Hellénisation du monde antique, Paris, 1914, pp. 24, 49-51), hag an henvelderiou-ze o deus, moarvat, tennet sellou Gresianed-zo eus an Hen-amzer (Rev. arch., ebrel-mezeven 1921, p. 145). Evel-se, arabad hevelebekaat ar boaz-se ouz an hini a zo bet meneget, eiz kantved diwezatoc’h (IVvet kantved goude H. S.) gand an impalaer Julianus (Lizer da Vaximus, 16) ; heman a oa d’ezan dishenvel mennad, da vihana mar deo gwir diskieriadur Julianus diwar e benn (D’Arbois, Principaux auteurs de l’Antiquité à consulter sur 1’histoire des Celtes, p. 314 ; Droit celtique, I, p. 27-30. Sellout ivez ouz Rev. celt., 1896, p. 313-14 ; Rev. des ét. grecques, 1910, p. 58-9.