Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 2 1924.djvu/113

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 111 —

dremm a lakeas ouz e zremm ha ne finvas ken[1]. Ar wazed a voutas ar vag er mor. Pellaat diouto a reas-hi e-keit ha ma klaskent he heulia dre wel ken n’he dije deraouet diskenn dinaou ar mor. Hogen, pell a-raok ma voe peur-gollet en diabell, n’he gwele mui o daoulagad, brumennet ma ’z edont a zaerou. Ha, padal, e waskent warno, bete goût kreski glac’har ar roue hag ar bried skedus a oa ouz e heul[2]. Aner, avat, ez oa d’ezo. Dre ma pellae ar vag, e pellae ganti diouz Tastris heol ha levenez o buhez.

Dizunvan meno d’an dud diwar-benn al lec’h ma touaras ar vag. Kalz a zo a gav d’ezo e chomas a-zav en enez Abalos hag e voe sebeliet gant Vissurix ha Velia an daou gorf a oa enni. Bez’ e kredfen a-walc’h eman ar gwir gand ar re-ze.


————
  1. Kenveria Epopée celtique, pp. 281, 283. Emlaz ar bried, n’eus ket ano gand an hen-skrivagnerien e vije anezan e-touez ar Gelted koz, a zo bet boaziet en o zouez koulskoude, evel m’hel laka anat ar c’havadennou graet e beredou keltiek eus an IIvet, IIIvet ha IVvet kantvedou kent H. S. Er beredou-ze, alïes a-walc’h, relegenn-eskern ar c’hadour a zo gantan relegenn eur plac’h. A-wechou eman ar plac’h astennet en tu kleiz d’ar c’hadour. Gwechou-all eman gourvezet war he c’hein ha korf maro he fried astennet warni, dremm-ouz-dremm, e ziouvrec’h en-dro d’he fenn. Ha beza relegenn ar c’hadour peurvuia hini eun den deut da vrud e oad, ar plac’h-hi a vez peurlïesa eur grennardez (Déchelette, Manuel, II, 3vet kevrenn, p. 1035-6). An emlazerez a-youl eus an intanvez war gorf he fried a zo bet meneget e-touez an Dhraked gand an hen-skrivagnerien. Bet ez eus anezan en eun niver poblou.
  2. N’edo ket ar boaz gand ar Gelted gouela d’o re varo. Sellout war ze Notennou, XII (kevrenn diweza), p. 17 ; Anderson-Leclercq, Mythol. scand. p. 251-2.