Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 2 1924.djvu/114

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ



Hemolc’had Namans, mab Namantos.


O kimiadi diouz Rigiosedon ez oa aet Evos ha Toutos d’ar frankizenn ma chome ar c’hoziad. Edo o paouez tec’hout kuit. Gwisket en doa en e benn eur boned e lakae disgwel[1]. Nemet n’edo ket pell araozo hag, a-drugarez d’ar bleiz, e voe kavet kerkent ar roudenn anezan gand an daou baotr yaouank. Gwisket o doa ar mentell bet rôet d’ezo gand Ategena ha lakaet kougoul unan anezo e kerc’henn ar bleiz. Disgwel ez oant, eta, o-zri, evel an hini ma redent war e lerc’h, hag e rae ze evel tri spez o redek war-lerc’h eun all. Klevout a rae an dud lenv an hini a rede en a-raok, trouz ar bleiz war e seuliou o sacha war e rao, kammedou an daou gadour o tont war-lerc’h. Den ne welent, avat, hag e save aon en o c’halon. Dre ma tremenjont e hadjont spouron evel-se.

Eur bloavez war e hed e padas hemolc’hedigez Namans, mab Namantos. E-doug holl zeveziou ar bloavez-se, eus an eil kuz-heol d’egile, e santas an euzden anal tomm-skaot ar

  1. War ar bonedou gloan gwisket gand oadvezidi an arem er Jutland, sellout ouz Montelius-Reinach, Temps préhistoriques, p. 77, skeudennou 87 ha 89.