Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 2 1924.djvu/115

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 113 —

bleiz ouz e seuliou, hag e klevas strap ar rao ha trouz kammedou an daou vreur. Ne voe ket, gand ar braouac’h a oa ennan, evit chom a-zav, pa c’houveze o doa touet an eil hag egile skuilha e holl wad diouz e wazied ha kas ganto e benn. Brud a zo eus ar peder stêr war-nugent m’en em erbedas d’o skoazell ha ma treuzas lïes tro o naoz d’ober koll e roudenn. Ar re eo a anver Visuria, Amisios, Lupia, Mosa, Isara, Sequana, Matrona, Mogra, Osa, Kernunos, Mosella, Ausava, Obrinka, Lautra, Matra, Durapa, Argentia, Saukona, Bridena, Ikauna, Liger, Bebrona, Karos, Angeriskos[1]. Seul gwech ma treize an euzden red unan eus ar stêriou-ze, e kave d’ezan beza savet eun harz didreuzus d’an tri o tont war e lerc’h. En tu-hont d’an harz e kave d’ezan en doa o lezet, laouenaet-holl d’ezan dre m’en doa, d’e veno, peur-ziroudennet anezo. Hogen, a-vec’h d’ezan ober eur c’hammedennou bennak ma sante adarre anal ar bleiz, ma kleve strap ar rao. Ne vennas stêr ebet e warezi. D’an diwez, war c’hlann an Angeriskos, peurzivïet e nerz, e kouezas d’an douar. Ruilhet dioutan e voned, e lammas ar bleiz gantan. Ha sed an daou baotr, taolet ganto o mentell, en o sav en daou du d’ezan, unan a gleiz, egile a zehou. O c’hontellou a voe sanket ganto dindan pep-hini eus e gostezennou, adaleg e ziouskoaz beteg e gof ha lakaet da redek e holl wad beteg ar berrad diweza. Neuze e voe trouc’het dioutan e benn, hag e ene, o tont eus e c’henou e spez eun naer, en em strinkas hag a steuzias er stêr. Ar c’horf a lezjont war ribl an Angeriskos hag int en-dro da Dastris gand ar bleiz, o tigas ganto ar penn.


————
  1. Setu, diouz renkadur ar skrid, anoiou-breman ar stêriou-ze : Weser, Ems, Lippe, Meuse, Oise, Seine, Marne, Morin, Ozain (depart. Aube), Sanon (adstêr ar Meurthe), Moselle, Oosbach (adstêr ar « Kyll » e-kichen Trêves). Vinxtbach, Lauter, Moder, Dorps (Alzas), Ergers, Saône, Brenne, Yonne, Loire, Beuvron, Gher, Indrois (adstêr an Indre, Anger, Rev. celt. 1901, p. 223. Ar stêriou-ze a ziskouez beza re ar c’henta broiou aloubet gand ar Gelted, Jullian, Hist. de la Gaule, I, p. 244-6.