Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 2 1924.djvu/13

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 11 —

Da gelenner holl-ouiziek
D’ar vugale anezo ;

Digaser pep nevezenti dalvoudus,
Bevaer pep boaz mat en argoll,
Nersaer peb eneberez,
Reisaer leun a skiant hag a boell,
Hoaler pep lagad dre e gened,
Pep kalon dre e vadelez,
Pep spered dre e furnez,
Peb ene dre e nerz ;

Hudour-meur a zigas en-dro an heol,
A ra d’an douar adc’hlaza,
D’an evned geiza,
D’an dour redek,
D’an ed diwana,
D’ar glao koueza[1].

Skoazeller a laka an Trec’h da drei
E tu an doueed,
Frealzer mibien ha merc’hed e Ouenn,
Yac’haer pep korf ha peb ene,
Peoc’hier ar bodadegou,
Ambrouger ar re grenv, ar re gadarn ;
 
Barnour-meur ar Bagadou sakr,
Pulluc’her ar fallakred,
Kadour dihun atao, o varc’hegez
War an harzou, tokhouarnet e benn,
Gwarezour ar maouezed hag ar buoc’hed,
Hennez e vezo an ostiziad a zeu hizio !

Deut-mat ra vezo an ostiziad
A zo digouezet en ti hizio,

  1. Frazer, le Rameau d’Or, I, pp. 137-70, 171-7.