Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 2 1924.djvu/21

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 19 —

lerenn a oa d’o banna[1]. Brigia[2], merc’h da Vissurix, a wias evid ar bugel eur vanegig a oa graet holl a vailhou arc’hant, ha hi ker gwevn hag eur vaneg c’hloan. Da warega e wiske ar bugel ar vaneg-se[3]. Bemdez-c’houlou, war ar c’hlazenn kelc’hiet a wez-tilh a oa dirak toull-dor ar c’hrenvlec’h[4], e pleustre ar bugel war deurel e gelc’hig, e zaou c’hoaf hag e zaouzek saez. Trec’h e voe, na voe ket pell , evid o embreger, d’ar vugale all. Ha koulskoude nag e

  1. Amentum a veze graet gand ar Romaned eus al lerenn-ze. Stag ez oa etre kreiz ha lost ar goaf-bann. Eur biz pe zaou a dremened enni, e-pad ma talc’hed fust ar goaf etre ar bizied all. Ar re-man a ziskroged eur wech rôet d’ar goaf e genta lusk, hag e rae neuze al lerenn-vanna e doare kordenn eun dalm da astenn an taol. Anat diwar arnodennou graet e 1862 e mirdi « Saint-Germain », pa n’oufed teurel eun dared skanv gand an dourn noaz en tu-hont da 25 m d’an hira, e c’heller tizout beteg 65 m dre ober war-bouez al lerenn-vanna. En oberou eur barz kembraek eus an XIIvet kantved e kaver ar werzenn-man :

    a phareu yn phyryf hyd envys
    yn eis meirw.

    « Ha daredou (sanket) start beteg al lerenn-vanna e kostez ar re varo. »

    Ar c’hembraeg par « dared, goaf-bann » a zo diwar an hevelep gwrizienn hag an iwerzoneg carr « goaf ». Envys a verke an envez m’edo al lerenn stag outan, hag ouspenn, da heul, al lerenn-ze end-eeun. Dournskridou eus an Xvet kantved a gaver warno ar c’henveriaduriou-geriou-man en hen-vrezoneg : a inues « amentum », innbisiou « amenta », Rev. celt., 1911, p. 301-2. En-, er geriou « envys, envez » a dalv an hen-geltieg ande- « bras », hervez Loth, op. cit.

  2. Ano-plac’h, enskrivadur Gamlitz, en Europ-kreiz, Rev. celt., 1891, p. 265.
  3. En Hen-amzer e wiske ar waregerien eur vaneg veskenek evid en em ziwall ouz stokadenn ar gordenn. Ar manegeier-ze, er brezel, a veze outo, moarvat, laonennou metal. Ac’hano mojenn maneg arem Thor gand ar Skandinaved, ha hini dourn arc’hant Nuz gant Breiziz hag Iwerzoniz, Anthropologie, 1909, p. 62-3.
  4. Diou c’hlazenn a oa dirag ar rath en Iwerzon, anvet ar genta aurla hag an eil faithche, Joyce, Social History, II, p. 61-2. Ar genta a dalveze d’ar baleadennou : « Neuze e teuas er-maez ar rouanez Medb dre zor al liss war an aurla ha ganti teir gwech hanter-kant plac’h yaouank. » A-wechou ivez e kousked eno dindan teltennou e-pad kaera amzervez ar bloaz. War an eil glazenn e raed dreist-holl troiou-nerz ha c’hoariou a bep doare. Graet e veze ganti ivez da beurvan denved.