Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 2 1924.djvu/24

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 22 —

An drouiz a rôas da Vindosêtlos ar reun en doa ezomm, ha, diouz e gelenn, e plezas ar bugel diouto eul las-bann. An eil penn-devez a yeas gantan da bleustri war al lasbanna e peurvan ar c’hezeg. Antronoz hag hen war glann ar mor beureoc’h eget m’oa boas. Kouronket d’ezan, ez a da guz a-drenv eur roc’h, e las-bann en e zourn. D’an tarz-heol setu an ebeul o tont eus ar mor dirazan en eur heja e voue gwelevus[1]. Ar paotrig a daolas e las d’ezan en e gerc’hen hag e vestronias. Pignat a eure war e gein, hag hen, e gelc’hig-aour o ruilha en e raog, d’an daoulamm a-hed holl gildrôennou an aod.

A-c’haoliad war gein e ebeul eo e rae Vindosêtlos tro an enezenn a-ziwar an deiz-se. Ha ker mat, ken habask ha ker sentus ez oa ma n’en devoe biskoaz e vestr ezomm da vont d’ezan dre c’heriou garo pe dre daoliou d’e reiza. Biskoaz ne renkas ober dre ar westenn pe ar gentr[2] d’e vrouda da gerzout. Eur moustradig glin nemet-ken ouz e gostez dehou pe ouz e gostez kleiz a oa a-walc’h d’e levia war an tu ma tleje mont. Eun taolig seul a lakae tiz ennan oc’h ober d’ezan mont d’an tuz pe d’an daoulamm ; eur ger, eur sacha d’e voue gand an dourn e lakae da vont goustad pe da venel a-zav. Biskoaz, eta, ne voe lakaet gant Vindosêtlos kabestr en e benn na dibr war e gein. Biskoaz ne wiskas an ebeul an distera harnez. E gened-natur n’he devoa ket ezomm da veza kinklet.

Goude m’oa bet hen ar c’haera hag ar gwella ebeul eus ar bed, e teuas d’ar c’hrenva ha d’ar buana marc’h a gement en dije skôet e garn en douar. Vindosêtlos, gant-se, ne fizias e den all ebet ober war e dro. Adal ma voe deut da berc’henn d’ezan, e reas e venoz da sevel bemdez eun eur beureoc’h evid e brederia. Hen eo e strivelle, e varrskube, a gribe d’ezan e voue bras hag e lost hir, bep beure kent goulou-deiz. Ha, p’en deveze graet gantan e redadenn-veure, deut en-dro d’ar marchosi, hen eo adarre e dorchenne, a c’hou-

  1. Anderson-Leclercq, Mythol. scand. p. 23.
  2. Ar Gelted ne zougent nemet eur gentr en o zroad kleiz.