Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 2 1924.djvu/27

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 25 —

Alios, e gelennas war gement a sell ouz ar gounit-douar hag ar mirout-greun. An trede, Tritios, a ziskouezas d’ezan penaos labourat prenn pe ler. Ar pevare, Petuarios, a zeskas dezan ar marc’hegerez, embregerez ar goaf, ar c’hleze hag ar skoued, skiant ar brezel ha kement tro nerz pe wevnded a zo dleet d’ar gadourien o gouzout[1].


Kelennadur Velia.


Adaleg e oad tenera ez oa bet kelennet ar bugel gant Velia diwar-benn e zleadou. Desket e voe ganti da lavarout gwir atao, da veza seven ha hegarat, da ziwall d’ober goap ouz ar gozidi, ar glanvourien, ar re nammet, ar beorien, an dud dizesk, an diavêzidi, ar sklaved[2]. Kenteliet e voe, ouspenn, war an teir glanded :

« Teir glanded a dleez da virout, Tekos, emezi : ar c’hlanded-korf, ar c’hlanded-ene, ar c’hlanded-spered.

« N’eo ket unan pe unan, pe diou hepken eus an teir glanded-ze a dleez da virout, hogen an teir a-gevret, e pep mare, e pep lec’h.

  1. Hini ebet eus skridou an Hen-amzer deut beteg ennomp ne ro diskleriadur diwar-benn kelennadurez-vrezel ar Gelted. Lakaet ez eus diwar eur frazennad gand Aristokrates n’oa ket a-walc’h gand an drouized kelenn war brederouriez ha doueoni, — eur c’helenn na veze kaset da bell nemed evid an danveziou-drouized ; — hogen e stumment ouspenn an holl uhelidi yaouank d’emellout er vuhez ha d’ober brezel, o sanka, war eun dro, en o speredou eur gredenn doueüs o zrôe d’ober fae war ar risklou hag ar maro (Rev. arch. ebrel-mezeven 1921, p. 145-6). E Galia, an drouized n’oa ket anezo hepken beleien, gouizieien ha kelennerien, hogen, ouspenn, brezelourien o tougen armou, Jullian, Hist. de la Gaule, II, p. 92-3. En Iwerzon, e derou an amzervez kristen, Cathba a zo war eun dro drouiz gouiziek ha kadour doujet-tre, D’Arbois, Epopée celt., pp. 5, 14. Pendrouiz Bro-Ulad ez eo-hen, ha den, hag ar roue e ve, ne gred komz en e raog, Rev. celt. 1910, p. 275. Taolennet eo bet Cathba en eur skrid iwerzonek, kant diskibl en-dro d’ezan o tiski digantan an drouiziez (druidechta), D’Arbois, Introduction, p. 176. Ne lavar ket ar skrid-ze ez oa skiant ar brezel darn er gelennadurez a rôe d’ezo ; nemet e c’hallfe beza.
  2. Loiseleur-Deslongchamps, Lois de Manou, IV, 141 (mouladur « classigues Garnier »).