Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 2 1924.djvu/28

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 26 —

« Ne droazi nag en dour, nag en tan, nag e-barz eun ti, nag ouz eun ti, nag ouz moger eur c’hrenvlec’h, nag en e gichen.

« Pa droazi, ne droï nag ouz tan, nag ouz heol, nag ouz loar, nag ouz kanevedenn, nag ouz stered, nag ouz avel[1].

« Ne laoski da fank nag en dour, nag en tan, nag e geot eur peurvan saout, nag en douar bet roget gand an alar[2] ;

« Nag ouz treid ar gwez, na war gern eur menez, na war an henchou, nag en-dro d’eun ti, nag e-harz mogeriou eur c’hrenvlec’h[3].

« Laka evez na rafes bemdez an diou emwalc’hadenn gourc’hemennet gand al Lezenn, ar genta abarz ma tarzo an heol hag an eil pa ’z ay da guz[4].

« Bep beure, goude dont eus da wele, e soubi en dour betek da ziskoaz. Gwalc h da gerc’hen, da eneb, da bennad-bleo. Skrab gand eun dournad traez da gorf ha da izili.

« Neuze, sec’het da gorf ha kribet da vleo, gra da « Diios »[5] al lidrôad mel hag amann. Tro ouz an heol o sevel, e liviri ar geriou-man : — Ouzit e stouan, o Heol, diwallour ar bed ; en deiz-man hon diwall ; diwall ar biou er peurvan hag, o kimiadi henoz, hon lez yac’h hag evurus evel m’ac’h eus hor c’havet[6].

« Kent aoza da voued ha preda, gwalc’h da zaouarn ha skarz da ivinou[7]. N’eus nemed ar sklaved hag an diavezidi a gement a azezfe ouz pred, lous o daouarn hag o ivinou ken du hag o fenn.

  1. Kenveria Sébillot, le Paganisme contemporain chez les Peuples celto-latins, pp. 263, 266, 292.
  2. Lois de Manou, IV, 45, 46, 48.
  3. Ibid. IV, 45, 47.
  4. Ar gibelladenn-noz hepken, war a henvel, a rae Iwerzoniz ganti ; diouz ar beure ez oa a-walc’h ganto gwalc’hi o daouarn, Joyce, II, p. 187. Diwar-benn ar gouronkadenn-veure, kenveria Rev. des Deux-Mondes, 15 a Wengolo 1887, p. 438 (le Naturalisme aux Etats-Unis, gant Th. Bentzon).
  5. Anderson-Leclercq, Mythol. scand. p. 23 ; Rev. celt. 1909, p. 142-3.
  6. Sébillot, Paganisme contemporain, p. 258. Kenveria Loiseleur-Deslongchamps, p. 402 ; Rev. de l’Hist. des Religions, 1908, p. 302-3.
  7. Joyce, Social History, II, p. 176 ; Montélius-Reinach, Temps préhistorigues, p. 241.