Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 2 1924.djvu/29

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 27 —

« Goude dibri, e walc’hi da zaouarn ha da c’henou o rimia da zent gand eur vlenchenn goad krin[1].

« Pa vezi oc’h ergerzout ar bed, ma tigouez ganez keja gant klanvourien, diavezidi ha sklaved, en eur vont diouto, hej da vantell ha gwalc’h da c’henou ha da fri oc’h aspedi teir gwech an Heol[2]. »

Velia a wenc’hoarzas tener ouz ar paotrig. He bizied a dremenas war e voc’h kunv ha blouc’h evel eun aval, eus e skouarn d’e elgezig. Hag, en eur sevel he biz-yod, e lavaras :

« Laka doun ez spered kement-man, Tekos, evid a-benn ma vezi deut en oad-gour. Rei bod d’an uloc’h ha d’an astuz, eun hir-varo ne ra ken ! N’eus nemed ar sklaved hag an diavêzidi deut eus ar Reter[3] hag a zoug baro e pep amzer. Bemdez ez aotenni da zivoc’h ha da elgez, o virout hepken hir-vourenn ar c’hadour.

« Kouls eo ar c’hlanded ene ha spered hag ar c’hlanded-

  1. Lois de Manou, m, 251, 264 ; Montélius-Reinach, p. 241. Kenveria ar skarz-dent skeudennet e Baden-Powel, Eclaireurs, un programme d’éducation civique (Neuchâtel, Delachaux et Nestlé), p. 181 (eus ar pempet miliad).
  2. Kenveria Manou, IV, 60, 61, 79, 140.
  3. Ar Skoloted, pe Skuthed an Europ, a zouge alïes baro hir. Sellout ouz an dremmou-tud war al lestr-aour kavet e Voronej, Rusia, Rev. arch. 1915, p. 334-5, skeudennou 1 ha 2. War ar varc’hadourien skuthiad er C’hermania, Champault, Science sociale, XVII, p. 398, XVIII, p. 25 ; H. de Tourville, Histoire de la formation particulariste, p. 27-41 (kenveria Bertrand, Gaule avant les Gaulois, eil mouladur, p. 259-60 ; D’Arbois, Premiers Habitants, I, eil mouladur, p. 241, n. 1 ; Dottin, Anciens Peuples, p. 173). Dilezel a dleer, er pajennadou gant Tourville ha Champault, ar breutaennou harpet ganto war ar yezoniez, ha n’o deus talvoudegez ebet. Lakaat e kemm, evel ma reont, anoiou ar C’hoted, ar C’heted, ar Juted, ar Skuthed (Tourville, p. 31) rambreerez eo ha netra ken ! En hevelep doare ano an doueed Ansis (hen-c’hermaneg), Aesir (skandinaveg, unander ass), n’en deus man da welout gand an anoiou-lec’hiou Azagarion, Azkaukalis (p. 36), hag all. Champault ha Tourville ne anavezent ket an distera petra eo ar yezoniez hag e lakaent kenver-ha-kenver anoiou o tont eus amzeriou ha yezou dishenvel, ouz en em harpa hepken war henvelderiou a-ziwar-c’horre touellus. Diwar-benn an touellou-spered diwar an diveradurez-c’heriou treuz-embreget evel-se gant tud diouiziek war ar yezoniez, sellout Hovelacque, la Linguistigue, 4vet mouladur, pp. 16-21.