Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 2 1924.djvu/30

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 28 —

korf, o Tekos, eme Velia. Evid o mirout ez eus reolennou na dleer o zerri biken.

« Mar n’oulez ket dastum terzien, n’i ket da sevel da logell er geuniou, e-lec’h m’eman chag an dour ha ma teu da vernia ha da vreina en o strad deliou ha barrou-gwez ha korfou-maro. Mar n’oulez ket beza louzet, n’i ket da azeza e-kreiz pri. Mar n’oulez ket e ve flaer ganez, ne c’hourvezi ket war an teil.

« Tri darempred d’en em ziwall diouto dreist-holl, mar karez mirout ar c’hlanded ene ha spered : darempred Fallakr, darempred Sklav, darempred Diavêziad. Neb a sell ouz oberou an tri rummad-ze hag a ro skouarn d’o c’homzou, saotret e vezo ganto ! Hag an neb a ya en o c’hevred pe a vev en o annez, disleberet e vezo ken na zeuio, abred pe ziwezat, da veza henvel outo[1] !

« Da hentez klask, dreist pep tra, da genouennidi, ma anavezez an holl c’hourdadou anezo, ma c’houzout ez int dizaouzan ha didamall, ganet a-ziwar rummadou dizaouzan ha didamall. Kae, a-unvan ganto, da sevel, er gouelec’hiou, kêriadennou ma vo pellaet diouto pep gwall-zarempred.

« Setu aman ar reolenn a heuilli, pa ergerzi ar bed, er broiou a zo e dalc’h ar gouennou du ha milliget. Pep gwall-ober, pep gwall-c’her, pep gwall-venoz, kerkent ha gwelet, kerkent ha klevet, kerkent ha meizet, argas-i diouz da spered, evid o feurankounac’haat. Hag en em c’hlana dre sellout ouz an heol, ouz an tan, ouz eur werc’hez a ouenn Vanos, pe dre steki da zourn ouz eur vuoc’h, ouz arem, pe ouz dourn eun den kadarn hag eeun[2]. »

Evel-hen e klozas Velia he c’helennadur :

« Diwar an nêtoni eman ar yec’hed, diwar ar yec’hed an nerz, diwar an nerz ar gened. Ha ker gwir eo ze eus ene ha spered hag eus korf ! Hogen, Tekos, emezi, dalc’h koun da viken a gement-man : nerz, yec’hed ha kened korf ; nerz, yec’hed ha kened ene ; nerz, yec’hed ha kened spered, ar re-ze eo an nao fenvad ma tiver diouto pep mad all. Frouez d’an digalonegez, d’an diegi, d’an diouiziegez ne vo biken an

  1. Manou, IV, 60, 61, 79.
  2. Manou, V, 87. War an arem, metal sakr, A. Bertrand, Gaule avant les Gaulois, eil mouladur, p. 228-9.