Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 2 1924.djvu/31

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 29 —

nao fenvad, hogen frouez d’ar galonegez, d’al labour, d’ar stourm, d’ar ouiziegez. Bez krenv ; hogen, evit beza krenv, striv e sell a ze dalc’hmat. En em ziskuiz eus eul labour dre eul labour all, eus eur studi dre eur studi all, eus eun emgann dre eun emgann all. Evel-se eo e savi da ved da-unan, hag e vezo graet ac’hanout gand an danevellourien an ano a Drec’hour. »


Kelennadur Vissurix.


Pa voe deut Vindosêtlos d’e seizvet bloaz e voe staget gant Vissurix d’e gelenn. Neuze eo e lezas e groc’hen louarnig da wiska an doneg lïen gwenn bevennet a limestra. Vissurix a zeskas d’ezan an doueoniez, ar steredoniez hag an douaroniez, an hudouriez, ar spiswelouriez hag ar vezegiez, ar reiz, skiant ar vuhezegez hag an danevellouriez. Evid an danevellouriez, ne voe ket a-walc’h gantan diski d’ar bugel brud gouenn Vanos, brud ar gouennou all o pobla ar bed a zeskas d’ezan ouspenn. Eur vad-dreist a zeuas d’ar paotr yaouank eus ar c’henteliou-ze. Gwella kelennerien eo an doueed, desket ma ’z eo bet ganto douna skiant a zo eus tud ha buhez. Er feur-ze, n’oufe den en em veuli diwar eur skiant-desket par d’o hini. Adalek ganedigez ar bed eman an doueed e buhez, hag, abaoe, e welont hag e klevont pep tra, ha dalc’het e vez ganto peurzigemm en o c’houn an envor eus kement o devez gwelet pe glevet. Ez disgwel pe en em wisket e neuziou tud pe e spezou loened, dalc’hmat e vezont red-dired dre ar bed, ha n’eus tra kuzet outo. Termenet n’eo ket, eta, ar skiant-desket anezo, evel hini an dud, d’eun amzervez, d’eur c’hornad-bro, d’eur ouennad pe d’eun tïad. Skiant an doueed a zo en he dalc’h kement amzer, kement bro, kement gouennad ha tïad a ve er bed. Anat dre-ze ez eus anezo kelennerien dispar[1].

  1. Kenveria selledou Diodôros diwar-benn Istor poblou ar bed a zo, emezan, « kelenn ar Furnez dre zanevell poaniou ha gwalleuriou an nesa » (I, 1). Peurnevesaet eo bet, en hon amzer, deskadurez an istor dre gavadennou skiant ar Gevredigez, ha kresket eo bet c’hoaz, da heul, an dalvoudegez anezan. Sellout war ze an daou levr-man gant Demolins, l’Education nouvelle, pp. 161-8 (eus an navet miliad) ha Comment la route crée le type social (Didot). El levr diweza-man ez eus eun dibab d’ober er pajennou 346, 354, 363-5 eus an eil kevrenn, enno meur a fazi. Baktriana n’eo ket bro-andon an Arianed hag eur gaou bras eo ober eus ar Gelted warlerc’hidi hemolc’herien hen-amzervez ar maen. En amzervez an arem eo e voe ganet broadelez ar Gelted, en eilvet milved kent H. S. Hen-oadvez ar maen a zo deut d’e dermen war-dro 10.000 vloaz kent deraou an amzervez kristen (Evans, Rev. arch. 1908, p. 303). Etre ar Gelted ha hemolc’herien c’houez hen-oadvez ar maen ez oa, eta, pad nevez-oadvez ar maen en e hed, da lavarout eo hanter-kant kantved d’an nebeuta, mar digemeromp ar jedadur strisa. Er selledou ouz ar ragistorvez hag ar yezoniez eo e fazi peurliesa ar skridou savet gant diskibled Le Play, hag int ken talvoudek er feuriou all. Diwar-benn heuliad ar sevenaduriou en hor broiou, sellout C. Jullian, De la Gaule à la France. Nos origines historiques, Paris, 1922. Cf. Rev. des Et. anc. 1922, pp. 358-9, 364-5 ; Rev. arch. 1922, I, pp. 373-4.