Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 2 1924.djvu/32

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 30 —

Ar re Fur eus ar C’hres, dre o frezegennou hag o skridou, a lavar eman an emanavezout diazez ar furnez evid an den. Vissurix, avat, en deus desket da Vindosêtlos e talv gwelloc’h c’hoaz an emvestronia : « Mat en em anaout, eme an drouiz ; gwell avat en em vestronia ! Neb a anavez e namm, hag hen dic’halloud d’en em zinamma ha da wellaat, da betra ez eo mat ? Da betra e talv d’ezan e holl anaoudegez anezan e-unan ? Didalvoud e van, eta, alïes an emanavezout ; an emvestronia, avat, a dalv bemdez ha da bep pred[1]. Drezan e viri lezenn Velios. Hogen el lezenn-ze eman ar vuhez ; ha reolenn ar vuhez ar gourc’hemennou anezi ! Padout, mirout, gwellaat, kroui eo beva hervez al Lezenn ; beva er-maez eus al Lezenn, avat, gwasaat, diskar, mont da goll, mervel !

« A suis (o fur), a druis (o gouiziek meurbet), penaos tizout d’an emvestronia ? eme ar paotr[2].

  1. Doktor G. Le Bon, Psychologie de l'éducation (pemzekvet miliad), p. 233 ; P. Nyssens, Comment lire et étudier auec profit (eil mouladur), p. 29-33 ; Science sociale, Genver 1910, pp. 78-80.
  2. An iwerzoneg sui « fur » a zo da lakaat en e raog eur furm geltiek *suis, evit *su-uid, kenaozet eus ar wrizienn uid « gouzout » hag ar c’hentger su-, hen-vrezoneg hu-, ho- brezoneg-breman he-. *Druis, tro-c’henidik *druidos, a zo ouz hen ober an hevelep gwrizienn gand ar c’hentger dru- « bras, meurbet ». — A a zo eur ger-arouez eus an dro-c’hervel a raed gantan a-wechou c’hoaz e brezoneg-krenn, E. Ernault, Dict. étym. du bret. moyen, p. 191. Kenveria hen-gembraeg, hen-iwerzoneg, kerneveg a. Didroadet eo bet e brezoneg gand ar galleg o. — Geriou keltiek ar frazennad-man a helljed o lakaat en drôad-c’hervel : *suvidis, *druidis.