Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 2 1924.djvu/36

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 34 —

berz gant gwasa penn-devez e veze p’edo ar merc’hed en enezenn ! Hinoni a rae an amzer, eur bam ! ha skedus-holl e veze an heol en deiz-se ha, padal, gand an taera barrad e veze hejet ar mor hag ar c’hoadou. Kerkent ha ma veze merzet an nao alarc’h evel nao pik gwenn e-kreiz dounder glas an nenv, e weled koumm hag eon o sevel en diabell er mor. An avel a stage da c’houeza ; brevi ha diwrizienna ar gwez maro a rae-hi ha kas ganti d’o stlepel er mor an holl goad krin, an holl loened kabac’h pe glanv. Glanaat an enezenn a-bez a rae an avel-ze ! Deus eskell an nao alarc’h eo e teue, rak, kerkent ha plavet an evned d’an douar, e spanae warni. E-keit ha m’edo ar merc’hed o kouronka, span ha tav a veze e pep lec’h. Pa stagent, avat, da c’hoari pelenn war ar c’hlazenn, an douar, en dro-man, eo a grene dindan o zreid. Gand ar redadeg anezo e veze stronsadennet beteg er pella krec’hiou[1]. Damdost goude m’oant nijet kuit, e kroge ar glao[2] da goueza ha ne dave ken na dae an heol da guz.

Diwech e voe darbet-kaer da Vindosêtlos terri difenn Vissurix. An dro genta, n’oa c’hoaz nemet c’houec’h vloaz hag eun taol berrboellik eus e berz ne voe ken. Bet en doa, en derc’hent, digand e vamm, eun horellig alaouret, hag eur gammell en doa graet e-unan eus eur skoultr kerezenn-c’houez. Mall gantan o arnodi, e tiankas eus e spered edo an deiz ma tigoueze an elerc’h ; hag hen kuit kerkent hag an deiz en eur skei e horellig dirazan gand e gammell. Digouezout a reas evel-se e gwrimenn prad an eienenn. Edo o vanna e gammell da skei e horell a-dreuz d’ar prad pa zaougrommas ar gwez, pa soublas ar geot d’an douar tro-dro d’ezan gand ar barrad-avel. Nao evn bras a dremenas en eur drouzal euzik a-us d’e benn hag a blavas d’al leur e-tal an eienenn. Ha Vindosêtlos kerkent ha moucha e zaoulagad gand e zourn, gorren prim e horell, trei kein d’ar prad ha tec’hout dre ar c’hoad ! Eur c’hoarzadeg c’hoapaüs gand ar merc’hed yaouank a zirollas a-drenv d’ezan ; e c’hervel a rejont ; hen, avat, pell diouz o selaou, ne rede

  1. Kenveria L. Léger, Mythologie slave, p. 172.
  2. Frazer, I, pp. 100, 118.