Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 2 1924.djvu/37

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 35 —

nemet buanoc’h a ze. Neuze oc’h unani bozou o daouarn, e taoljont a-flac’hadou dour war-du ennan. Ma c’hoarvezas eus ar stlapadeg-se eur pil-dour-beuz a gouezas war ar paotrig ken n’en devoe tremenet kleuz Moridunon. Neuze e tavas d’an dour-pil. Hag hen ha gwaska e vleo d’o dizoura ha mont d’an ti-kegin. Skourra a reas ouz ar peul-kreiz[1] ar c’hroc’henig louarn a oa gantan da wiskamant. Eno eo e kavas Velia anezan, ez noaz en e sav dirag an tan, oc’h astenn e bennig ouz ar flamm. Ha gand an aezenn-dour a save eus e vouead melen-aour edo latarennet-holl ar gegin.

C’houezek vloaz ez oa pa vennas, eun eil trôad, terri ar berz taolet gand e dad-mager. Heman en doa e gaset da gerc’hat dour d’an eienenn en deiz end-eeun ma tlee dont an elerc’h. A-ratoz en doa her graet, hogen ne ouie ket Vindosêtlos edo o deiz da zonet, luget m’oa bet d’ezan e spered gant Vissurix. Ar paotr yaouank a yeas en e raog, gantan eul lestr aour, ken na zigouezas war ribl an eienenn. A-greiz m’edo soublet a-zioc’h an dour, e savas trumm an avel hag e teraouas an eienenn birvi evel ar mor e kounnar. Ha setu nao evn gwenn o plava war ar riblenn. Teurel a reas an den yaouank e lestr er geot hag azeza war glann an dour, e zremm en e zaouarn. Kerkent-all e teuas an nao flac’h yaouank war e dro. Sellout outan a rejont, dilavar, o vama ouz e vent kaer, ouz kempouez reiz e holl izili, ouz e gerc’hen gwenn ha nerzek, ouz sked e bennad bleo rodellaouek. Komz a rejont outan ha goulenn ma tennje e zaouarn da ziskouez d’ezo e zremm. Sklintin ha flour edo o mouez, ha koant ha seven o frezeg. Dic’hallus ez oa enebi : eun taol dreist da nerz mab-den ! Enebi, koulskoude, a reas Vindosêtlos. Netra ne voe espernet gand ar merc’hed d’ober d’ezan plega[2], aner e voe d’ezo ! Ruz-tan edo aet Vindosêtlos gant fromet ez oa. Derc’hel start a eure, avat. Neuze, an hena eus an nao, Uxelia, a lavaras, fae enni :

  1. En tïez kelc’hiek e veze, da harpa framm an dôenn, eur peul a save e-kreiz an ti ha, dre-ze, tostik d’an oaled.
  2. Kenveria ar roll dalc’het gant merc’hed Indra e mojennou Arianed bro-Indez ; A. Nutt, the happy Otherworld in the mythico-romantic Literature of the Irish (London, 1895), p. 324 ; L. de Milloué, Bouddhisme (Paris, 1907), p. 67.