Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 2 1924.djvu/45

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 43 —

goummou ar mor-Bras eo a dremene, ouz en em darza, war ar c’haead skosellou, kent mont er stêr. Hag ar c’harm a daole pep tonn en eur vont dreist ar c’haead-ze, oc’h en em unani gant garm an donn a-raok ha gant garm an donn war-lerc’h, ne oa ken anezo holl a-dreuz d’an aer nemed eur c’harmadeg unvan, bras ha didav, a lakae da vraouac’hi ar pesked hag an evned war-hed tri-ugent leo ac’hano.

Ar mesaer a chomas a-zav.

« Dirazout eman ar ganol, emezan. Ha genou ar stêr dirag ar ganol. Mont ez raog n’ec’h eus ken d’ober, ha lakaat evez ouz ar froudou. Treiz mat d’it ! Salo ma tiraezi penn ar stêr, ma weli, laouen ha dic’hloaz, heol warc’hoaz o para ! »

Hag hen kuit ! M’en em gollas ar gwel anezan er skeud-noz a denvalae ar reter. Er c’hornog, tremenvan an heol eo a c’hoarveze er c’hoadou. Heklevi a rejont gand eur c’harm skiltr ha taer a yeas d’eul lenv hag a varvas en eur ronkell. Diou askell ruz-gwad a savas a-zioc’h ar stêr. An daou benn anezo a dize an hanternoz diouz eun tu, ar c’hreisteiz diouz an tu all. Hag int menel eur pennad astennet o taskrena en nenv, ha koueza d’an douar[1].

« Evel-se eo o deus da lazet, douger al Luc’h, erer madelezus an Deiz[2] », eme an den yaouank.

En amheol glas a oa en em ledet war ar mor, m’edo gantan evel mantellet a ganv, e verzas Vindosêtlos, dirak staon e vag, dour ar ganol du da welout e-kreiz an tachadou eon. An dounded eo hel lakae da veza du. Ar vag a dremenas hep steki nag a-gleiz nag a-zehou, hag, eur wech ma voe digouezet en aber, e lec’h an amheol, e paras eun damc’houlou, henvel ouz skleur eun devez goanv.


Artaios ha Bedaios.


Daou c’hedour a oa oc’h evezia genou ar stêr, Artaios[3]

  1. Ar skeudenni an heol askellek gand ar Gelted, Anthr. 1909, p. 197, skeudenn 9. Kenveria Gaidoz, Dieu gaulois du soleil, pp. 9, 49-54.
  2. An erer hag an heol, S. Reinach, Cultes, Mythes et Religions, III (eil mouladur), pp. 74-80.
  3. Ano-doue diveret eus artos « arz », pe eus *arta, iwerzoneg art « maen ».