— penaos eman doare an douarou war an diou glann anezi ha neuz an draonienn ma tremen drezi[1].
Souezusa stêr eus holl stêriou an tri bed[2] eo an Dumnissa. Er mor-Bras eman he mammenn, er mor-Bras eo e taol he douriou, hag ar mor-Bras end-eeun a dremen en e bez dre an naoz anezi. Bez’ ez eus oc’h ober ar stêr daouzek kan lerc’h-ouz-lerc’h, enno dour doun ha sioul hag etrezo, d’o ranna, daouzek treuziad froudou, trôennou ha lamm-douriou[3]. Aes merdei er c’haniou, pa n’eus enno na reuzeulenn-draez na skosell, nemet dour doun ha splann bepred. Izel ha brao da welout an douarou a-gleiz hag a-zehou, gand o bodadou gwez bras, etrezo pradennadou geot hir ha druz. Dindan eun tenn-saez diouz ar ribl, war an eil glann hag eben, e sav al leur war naou dam-blên da genta, sersoc’h da c’houde, a-hed meur a leo, ken na zeu da beus-steki ouz bolz an nenv.
An diou bantenn vras-se, a ziskenn an eil war-du eben hep dont da geja biken rannet ma ’z int gand ar stêr, a zo anezo douna traonienn ar bed-holl. Golôet int eus o zroad d’o c’hern a goadou stank ma kaver enno, war eun dro, an holl ouennou gwez o kriski en hor rann-ved hag ar gouennou a vez kavet hepken e bro ar C’hreisteiz hag ar Sav-heol. Ar balmezenn, gwernhenvel[4] ar c’hef anezi, a sav uhel-uhel a-us d’ar bodou-kelvez he fennad barrou evel pluennou gwariet-flour. Amezeien eo ar gwez aouraval ha suraval d’ar gwez kerzin ha kraon. Skourrou glas-moug ar fïezenn a gej ouz deliou flammoc’h an hiliberenn. Ar c’hlastenenn, hanv-goanv en he deil, a gresk e-tal ar vezvenn wenn. Meur a ouenn all a gaver eno ouspenn, ha n’eus ano ebet d’ezo e yez ar Gelted. War ar c’hribennou e weler kurunennad ar c’hoadou pin. E-kreiz tenvalder o glasvez e sked sae gell-ruz
- ↑ D’hel lakaat e kemm gant kement-man sellout ouz an danevell gand Ejiptiz eus merdeadenn bag an heol war an Douat (Hadès), Jéquier, le Livre de ce qu’il y a dans l’Hadès (Paris, 1894), lakaet e berr e levr Naville, Religion des anciens Egyptiens (Paris, 1907), p. 77-88.
- ↑ Bed an doueed, bed ar re varo, bed ar re veo ?
- ↑ Lakaat e-kenver an daouzek eur noz a vez treuzet gant bag an heol en Douat (Hadès), Naville, p. 78.
- ↑ « Henvel ouz eur wern », sellout pelloc’h, p. 48, n. 2.