savet e zaoulagad d’ar mare, a welas, e-touez ar gwez-pin, eur vaouez vras he fenn blevek a stoue da sellout outan. Dam-c’houde e voe dazroudennet an oabl gand ar glao, hag ar pil-dour o koueza en-dro d’ezan a guzas outan ar vaouez hag ar menez. Ar rouanez avat he doa bet amzer da welout ar paotr yaouank gwenn e-unan war ar stêr. En arbenn ez oa aet he sell-hi d’e sell-hen glas ha glan evel ar beure. Ar gwel-ze a zihunas enni koun he fried[1]. Al le a reas na c’houzanvje ket gwall-donkadur an Evn. Kaset ganti he daouarn d’he genou, e taolas eur c’harmadenn gourskiltr, lemm, taer, a drec’has war tourni an daboulin ha war garmadeg an armeadou. Ha kant meuriad he foblad, o paouez war ar skourrou pe dindan an deliou, o peuri er frankizennou, o c’hoari war glann an dour, a voe tennet eus o dibrederi. Eilgeria anezi a rejont, pep-hini en e yez, eus raosklegou ar stêr, eus poullou ha lennou ar c’hlann, da geviou ar menez ha da wezegou avelet ar c’hribennou[2].
Ar c’henta rummadou a zigouezas en emgannlec’h e voe al loened-nij a rae o neiziadur er gwez e strad an draonienn. Eus ar gwez haleg, elo ha gwern m’edont kludet warno, e tiredas a-denn-askell evned o flunv a liou gant houarn, o fenn kornek, lemm o figos hag o c’hrabanou. Dre nijal a-zioc’h ar vag e reas d’ezi an torkad evned, evit he goudori, evel eun andorenn pe eur stel-gwarez. Leuskel a rejont da
- ↑ An Nenv, pe doue an nenv, pried doueez ar glen, Rhys., Celtic Heathendom, pp. 111-6, 645, 669-70.
- ↑ Kenveria doueez ar glen, « itron ar miled » (potnia therôn) gand ar C’hresianed. War hec’h ano keltiek, Litavis, par d’ar sanskriteg Prithivi, sellout Rev. Celt. 1895, p. 116. Roudou an azeulerez anezi e Galia d’ar marevez kelt-ha-roman, Rev. des Et. anc. 1915, pp. 60-2. War doueez ar glen en Iwerzon, Tailtiu', Trogan, Rev. archéol. 1914, pp. 205-27.
- ↑ Evned kornek e skeudennerez ar c’henta oadvez-houarn ; lakaet a-wel eo bet an diskleriaduriou war ze gant S. Reinach, Bronzes figurés, p. 194, n. 4.