Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 2 1924.djvu/60

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 58 —

ar strisa war c’henou ar stêr, evit lonka kement pesk a ziskennje gant red an dour. Klopen an euzadenn eo ez oa ar grec’hienn digoad a save a-us d’ar vougeo, hag e zaoulagad an diou roc’hell strink a-zehou hag a-gleiz. Torret d’ezan e naon, sed ar mil euzik en-dro en dounvor. O skei an dour gand e lost bras-espar ez a timat en e raog dindan oabl glas-koc’hennet ar beure, a-dreuz da donnou stank-diniver ar mor-Bras.


Ar mevel Rotomagus[1].


Bez’ edo, er beurevez-se, war devenn reter Abalos ar paotr yaouank bras a oa en e gefridi ober war-dro karr ha kezeg Vissurix. Rotomagus a reer anezan hag e-touez ar baotred yaouank o servija an doueed e tenn kement ar sellou hag e c’hoar Kassia e-touez ar merc’hed. Kaera ha krenva mevel eus ar bed ez eo-hen. Adalek gwrizienn e vleo da vegou e dreid daou liou war e gorf : liou gwenn ar bara gwiniz, liou ruz evel ar ruzell-veure kent an tarz-heol. En e benn eur mouead dam-hir, teo, rodellet-kaer, ma sked pep blevenn ennan evel eur bann-heol. Kalz a verc’hed a zo trôet kenan d’e garout, hogen ne daol outo evez ebet. N’en deus ken preder er bed nemet karr bras Vissurix hag an daou jao hel laka da loc’ha. Noz-deiz eman ganto e spered, rak enno en deus dastumet holl deneridigez e galon. Bep beure e kas anezo da gouronka er mor, ha setu perak en em gav, en deiz-se, e tevenn Abalos, gwisket gantan an dilhad ma oa boas da wiska a-benn gouronkedi ar c’harr, da lava-

  1. « Mevel ar Rod ». Kenveria e mojennou Iwerzon Mog Ruithe « servus Rotae », eun drouiz brudet a savas gant Simon Drui (Simon Drouiz) ar Rod anvet Roth Ramach « Rod Roenvek » pe Roth Fail « Rod Luc’h » a dlee lakaat Simon barrek da nijal a-dreuz d’an aer, Rhys, Celtic Heathendom, pp. 210-6. — Arabad drouk-veska magus ha magos. Magus (kenveria goteg magus « paotr ») a zo deut, e brezoneg-krenn, da mao « mevel » (ac’hano an ano gwregel maouez a dalveze, da genta, kement ha « matez » ; ac’hano ivez an anoiou diougevrennek Maodez « Mevel an Deiz », Maodoue « Mevel Doue » ). Magos a zo deut da ma « tachenn, lec’h » e geriou kenaozet evel goariva, c’hoariva « teatr », ano diou gêriadenn a vro-Wened, Rev. celt. 1891, p. 281.