rout eo eun doneg divilgin start ouz e gorf ha bragou striz ha berr o lezel e zaoulin ez noaz[1]. Ar beure-ze, koulskoude, e-lec’h dont d’an aod digabell ha diarc’hen, en doa lakaet en e benn e dog-arem daougornek hag en e dreid e soliou-houarn.
Gwelout a eure ar morvil o neunvi eur pennad diouz an aod. Hag hen kregi en e c’harzou ha lammat en dour. Tizout a ra ar pesk, digeri d’ezan a-nerz-brec’h e c’heol ha mont e-barz etre an diou garvan. O vouta neuze ar garvan-grec’h gant kerniel e dog ha beg arem e c’harzou[2], e-keit ha ma pouez war ar garvan-draon gand e soliou-houarn, e ra d’ar mil digeri ec’hon-frank e c’heol ma teu dre an hent-se ar vag er-maez. Neuze e lez ar mevel an diou garvan d’en em adsteki hag en em gav gant Vindosêtlos war an tevenn.
« Bez deut-mat, Moridânos[3], emezan. Gwerelaouenn wenn ha devez laouen d’it ! Setu deut da benn ar risklus a verdeadenn a oa bec’hiet warnout da ober. »
- ↑ Hennez eo gwiskamant ar paotr yaouank a ro lusk d’ar rod war gaoter Gundestrup, A. Bertrand, Religion des Gaulois, p. 368 (skeudenn.)
- ↑ Garzou arem ar garrenerien er c’henta oadvez an houarn, A. Bertrand ha S. Reinach, Celtes dans les vallées du Pô et du Danube, pp. 111-5.
- ↑ « Ro ar mor ». Sellout Dottin, Langue gauloise, d’ar ger dâno-. Kenveria e gregach Heridanos « ro ar beure », D’Arbois, Premiers Habitants, I, p. 331.