Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 2 1924.djvu/63

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 61 —

gouli ha klenved a zo ennan. Hogen diwall mat n’hel lakafes da ziboania ar re na vevont nemed evit drougober, rak neuze ouzit-te da-unan en em drofe ar bir ha pulluc’het e vefes gantan.

« Eun eil nerz a zo ennan c’hoaz, eme an drouiz. Hel laka etre da ziouhar. Stard krenv outan da ziouvorzed. Dont a ray da veza kement hag eur wezenn-bin ; dibrada a ray a-ziwar an douar ha mont war nij a-dreuz d’an aer. Gantan e weladenni ar bed hag ar poblou anezan. »

Diouz m’en doa lavaret an doue e c’hoarvezas. A-c’haoliad war ar bir, e peur-redas Vindosêtlos, en eur ober eur bloavez hepken, kement douar a zo kelc’hiet gand ar mor-Bras. Herrded-dreist e redadenn a dalvezas d’ezan an ano a Atextorix[1] a voe douget gantan e-keit ha ma padas an ergerz. D’e zistro e c’houlennas e dad-mager kelou digantan :

« Pe gelou a zeu ganez, va mab ? emezan. Petra ac’h eus-te gwelet dre ar bed ? Pe gentel en deus ar bed kanet d’it[2] ?

— Setu am eus-me gwelet, a suis (o fur), a druis (o gouiziek-meurbet), eme an den yaouank. Eun niver broiou, temziou-hin dishenvel a-leiz ; brôadou, pobladou, meuriadou, tïadou, kel lïes ma n’oufed o jedi. Eun nebeut gouelec’hiou hakr ha difrouez. Eun divent a dachennad gwezus, frouezus, trevadus. Ha setu ar c’helou a zigasan d’it : klemm an diou Zoueez-Veur, an hini Yaouank hag an hini Goz[3] a zo pignet beteg ennoun.

— Ha petra a lavarent-i ? eme an doue.

— Lavaret he deus an hini Yaouank : « Sell, o Atextorix, kemend-all a zouarou a zo ganen hag int dic’hounid, dilezet,

  1. « Roue ar re a gerz buan ? », D’Arbois, Etudes grammaticales sur les langues celtiques : Phonétique et Dérivation bretonnes, p. 39*, n. 7.
  2. Kentel, kembraeg cathl, hen-iwerzoneg cetal « kan », a zo furmou-breman eun hen-geltieg *kantlo-, a dalveze, moarvat, kement ha « kentel » ha « kan » war eun dro. Kenveria an daou ster eus al latin carmen (Henry, Lex. étym. du br. mod. p. 62, n. 4) Diwar-benn an hen-geltieg kantlo-, kantalo-, war enskrivaduriou Coligny hag Auxey, gwelout Rhys, the Coligny Calendar (London, 1910)), pp. 52-4. A-zivout kelennadurez war gan an drouized, D’Arbois, Intr. pp. 227-30.
  3. Frazer, III (Cultes agraires et sylvestres), pp. 210-69.