Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 2 1924.djvu/66

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 64 —


An hemolc’herien davantek[1].


« Eur vro am eus treuzet goude, ha hi golôet keit ha m’helle tizout va sellou a goadou pin ha bezo. War glann ar stêriou tiegeziou hemolc’herien c’houez. Gwisket int e krec’hen an arzed, ar c’hirvi hag ar bleizi a lazont gand o saeziou pe a bakont en o antellou. Gand o rouedou e tennont eus ar stêriou pesked a-leiz. Hogen e-pad eiz miz goanvez, ez a ar stêriadou dour da stêriadou skourn-sklezr, hag e rank an hemolc’herien menel war yun en o foukennou dister. Anezo tud peur-zigened, peur-ziouiziek, peur-zistank, peur-zinerz !

« Ar poblou-ze n’eus ket da gaout aon razo, eme Vindosêtlos. Evel-se n’eman ket ar re-all, avat.


Debrerien-c’hagnou ar Sav-heol[2].


« Gwelet em eus, emezan, en arvor ar mor-Bras, diouz tu reter ar bed, meuriadou tud o c’hroc’hen melen evel ler nevez, o daoulagad treuz a-veskell, o bleo du-pod ha teo ha sounn evel reun-marc’h ; brizellet o c’horf noaz gant tresa-

  1. A. Bertrand, op. cit. p. 106 ; Demolins, Comment la route crée le type social, I. p. 121-2 (la route des toundras) ; Deniker, Races et Peuples pp. 428-9, 434-5.
  2. Sinaïz eo, graet anezo Sinai, Sinae, Sêres gand ar C’hresianed hag ar Romaned. Dianav ez oant en Europ abarz ar c’henta kantved kent H. S. Kiepert-Ernault, Manuel de Géogr. anc., p. 37-8. Diwar-benn an hent dre zouar heuliet er Ia kantved eus hon oadvez gand marc’hadourien an Europ da dizout Bro-Sina, sellout Van den Berg, Petite Hist. anc. des peuples de l’Orient, pevare mouladur adgwelet gant Maspero, Paris, 1888, pp. XXIV-XXV ; G. Capus, le Toit du Monde (Pamir), Paris, 1890, pp. 10-2 (beach ar marc’hadour makedoniad Maes Titianus). A-zivout eun hent all bet darempredet gand ar varc’hadourien aziad hepken, Demolins, Comment la route crée le type social, I, pp. 249-57. — War an hent dre vor kemeret gand ar merdead Alexandros, Kiepert-Ernault, p. 27, n. 2. — Darempredou all etre Sinaïz, Gresianed ha Romaned, D’Ollone, la Chine novatrice et guerrière, Paris 1906, pp. 31-4.